o veza bet choaset evït Ampalaer, abalamour d’e gouraich, d’e brudanc ha .d’e santelez, an dinite huel-ze na servichas nemet da rei muy a eclat d’e vertuziou. Evel e galon vras ne alle quet beza countantet gant an oll gurunennou eus ar bed, en cm lequeas da servicha gant ur fervor nevez ar Roue eterncl eus an Eê, evit acquisita ur gurunen immorlel. Ne antreprene morse netra nemet goude beza con-sultet an Autrou Doue dre ân Oraesoun. Cals a boan hac a sourci a guemeras, hac e teuas a benn da arreti an disurzou, da ober renta juslic vad en e oll stadou, ha da broculi eürusdet e bobl. Ar barbaret o veza antreet e Poloign hac e Bohêm, ha distruget cals a ilisdu, Herry en em velas obliget da sevel un arme evit o chasseal; ha soudon a atn-- prouas peguen avantaichus ê coumbati evit Doue an armeou : rac guelct a reas un AEl e penn e arme, hac e c’hounezas heb dale ar victor, muy dre e be-dennouha dre ar Jsrotection divin, eguet dre ari nerz eus e armeou. Ober a eureu rapari an itisou a oa bet distruget; etablis&a a reas a neves escopti Bam-berg ha meur a gouent, ous pere a stagas rènchou evit o antreteni. Ar princ devot ha charitabl-mâ, goude beza Iequeet ur peoc’h bras en AUemaigu, en em roas oll d’an euvrou-mad. En amser a chome gantâ pep déiz goude beza reglet afferiou e Rouantelez, a oa fmpliget pe da visita ar beaurien en hospilaliou, pe da unani ar re a oa e proces, peautramant- en tremene en orae^ soun O veza eet dre zevotion da gouent menez Cassin, a oue attaquet eno gant ur c’hlènvet bras a behini e pareas dre viracl, dre intercession Sant Beneat. Beza en devoa devotionou reglet, ha deziou rcglet evit sacramanti; hac e oll affenou, na memes e veai-chou na zirenque morse netra eus e exergicou devot. ’ Erfin, goude beza lequee.t un urz quer caer en e stadou, goude beza rentet ar religion florissant, ha. , roet e pep-Iec’h mercou eusur santelez vras, e quir taas an douar evït mont da receo en Eê- ur gurunen Digitized by 810 Sast ÜEnBTv l.5» Gouerè.
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/476
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ