Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
9 Guenver.
Sant Julian ha Santes Basilis.

rent hènvel ous an Ælez a vilit e labourremp hac e raemp hon oll effort evit he c’honservi.

Ar burete, pehini e deus miret Sant Julian ha Santes Basilis er stad a briedelez, a gondaono un deiz meur a zisurz, ha meur a bec’het etre tud demezet memes.



An decvet devez a viz Guenver.


SANT GUILLERM, ARC’HESCOP.


————


Ar Sant-mâ, goude beza bet en e yaouancis ur squêr hac un exempl caër eus a beb seurt vertuziou d’an dud yaouanc, a voe graet chaloni eus ar Guær a Soasson. Ebars ar stad-se e teuas ive da veza un exempl caër d’an dud a Ilis. Mæs an dangerou a gave er bed a reas dezâ quitaat an dignite-ze, evit en em retira en ur Gouent eus a Urz Sant Bernard, hac e ber amser e voe c’hoas un exempl a berfection d’ar fervanta Religiuset. Pa lâvare an Oferenn, ha memes pa assiste enni, e rede an dour eus e zaoulagad, evel eus a ziou feuteun, abalamour, emezâ, pa gonsidere Jesus-Christ sacrifiet var an Auter, ne voa quet neubeutoc’h glac’haret e galon, eguet pa en devige e velet Crucifiet var Menez Calvar. O santimant caër, evit clevet devot an Oferenn !

O veza bet choaset evit Abad eus Abaty Chalis, e gouarnas e Religiuset gant ur furnez pehini a c’houhee calonou au oll ; coms a ree out-o en ur faeçoun quer gracius ha quen humbl, evel pa vize bet an diveza anezo. Esperout a ree echui e vuez en deserz-se, mæs Doue a zisposas e faeçoun-all evit e c’hloar. Goude beza bet, epad pemzec vloaz, squêr hac exempl, Doue a falvezas dezâ e vize c’hoas un exempl d’ar Santela Esquibien. An Arc’hescop eus ar Guær a Bourge ; o veza maro, e voe proposet meur a zen habil ha santel