Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Guenver.
43
Sant Guillerm.

evit d’erc’hel e blaç. An dud a Ilis a bedas Escop Paris da rei dezo e avis var ur poent quen important. Ar Prelat-se, pehini en devoa ur furnez hac ur vertuz vras, goude beza en em adresset da Zoue, dre ar beden ha dre ar yun, a reas lacât hanoyou ar re a voa proposet, var billejou separet, hac o veza offret ar Sacrifiç eus an Oferenn, a reas ar beden-mâ : Salver, c’hui pehini a ene calonou an oll dud ; grit deomp aznaout pehini eus ar re-mâ oc’heus choaset ; tennet e voe d’ar sort, hac e couezas var Sant Guillerm.

An oll habitantet eus a Bourge en recevas, hac er c’honsideras bepret evel un den digacet eus an Eê. En effet visita a ree e Escopty gant ur sourci hac ur garantez admirabl, preseg a ree hac instrui, rei ha caç ar Sacramânchou d’ar re glàn, visita ar beaurien, o c’honsoli hac o soulagi.

Evintàn da veza Arc’hescop e tougue bepret e habit religius gant ur gouriz-reun dindan, ha morse ne zebre quicq, petra bennâc ma tebre ar re-all ous e daul. E oll sourciou hac e oll labourou ne rezont biscoas dezâ diminui netra eus an amser destinet d’an Oræsoun. Songeal a ree bepret er maro ; hac e lavare penaus ar sonch eus ar maro a voa ur remed souveren ous oll glènvejou an ene. Rei a ree d’ar beaurien casi e oll leve, en ur lavaret neuse gant un joaüs, penaus e medo o pêa e zle.

Ur santelez quer bras ne viras quet na voe controliet ha persecutet ; beza en devoe da souffr abers Officerien ar Roue Philip, pere a exercas e batiantet epad un amser, mæs triompha a reas a bep-tra dre e zouçder hac e humilite.

Petra bennâc ma en em sante incommodet, e prezegas da Vouel ar Rouanez ; hac e fin e sarmon e lavaras adieu d’e bobl. O veza antreet en e dy, e c’houlennas an diveza sacramànchou ; goude beza o recevet e tremenas pevar dez en un Oræsoun continuel, hac e rentas gant ur peoc’h bras e ene da Zoue, d’an decvet a vis Guenver, er bloaz raog.