a viz Eaust. SANT CYRIAQ, SANT LARG ha St. MARAGj>, MERZERIEN. An fyrant Maximien, persecutor bras ar gristenien, o veza coumancet da sevel ur pales e Rom, a Or-drenas q lacât da zarbar al labourerien : rei a reas urz d’o zreti evel esclavet, d’o c’barga a labour, eu ur rei dezo hanter-voed hepquen, evit o lacât da zi-sec’ha ha da vervel gant ar fatig hac an diaenez, hac evit ober dezo souffr ur verzerinii pehini a oa seul rusloc’h, ma voa hïrroc’h. Un dra din a admiration oa guelet an nombr bras-ze a gristenien, a bep oad, hac a bed condition, o toutla an douar, o charrea dour, o touguen mein, o ruilla hac o stleja solyou. Cyriaq, Larg ha Maragd, tri c’hristen carantezus-pere ne voant quet bet choas disoloet, a yee bemdez da gonsoli o brcudeur var o labour, ha d’o soulagei dre ar boed a gassent dezo e cuz; profita a reent ivez eus an occasion-ze evit o c’houraichi da berse-veri er feiz hac e lezen Doue. Ar pap sant Marcellin, o veza bet aznaoudeguet eus o c’houraich hac o c’ha-rantez, a reas sant Cyriaq diacr eus an ilis a Rom. Souden goude-ze e voent surprenel o zri, carguet a voed hac a alusennou pere a zouguent d’ar grislenien ; arretet e voent, ha condaunet da labourat evel ar re-all. O c’haptivite na servichas nemet evit disquez sclaeroc’h o c’harantez ardant: prest ha prounl é voant da soulagei an oll, ha da bartagei gant pep-unan e boan; pa velent unan bennâc coz, pe simpl, pe re garguet, e quemerent o-unan e vec’n hac e reente labour. ff An officerien, pere a goumande var al labourerien, ravisset o velet o ciiarantez vras, o modesii, o dou^- Digitized by Liooole u Êaust. Sant CtRiA<j. 860
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/535
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ