Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Guenver.
47
Sant Beneat.

Verzer, a existas en e Ene un devotion hac ur fervor quer bras, ma voe divarneuse un exempl a bep seurt vertuziou, ha dre ar studi a reas, epad pemp bloaz, eus ar Scritur Sacr, en em rentas capabl da instrui ar bobl, ha da anflami ar c’halonou. Goudese en em rentas Religius en ur Gouent e Provanç, e pelec’h e teuas, souden dre e humilite ha dre e vortification, da veza ur sujet a admiration d’an oll Religiuset. Daou vloaz goude m’en devoa graet profession, e rencas distrei da Rom, c’hoant e devise echui eno e vuez, mæs ar Pap Vitalin pehini a aznaye e vertuz, a ordrenas dezâ distrei da Vro Saus.

Dre an urz-se a roe dezâ Viquel Jesus-Christ, e comprenas e voa volontez Doue e labourse evit silvidiguez tud e vro. Na zaleas quet d’en em renta d’y hac en em lacât a eureu e Couent Sant Augustin, er Guær a Gautorbery. O veza bet choaset souden evit Superior, e vele gant poan ar fautou a ree ar Religiuset a enep cals a poènchou eus ar reglen ; cousgoude cunduet dre Speret an Autrou Doue, n’o reprenas nemet dre e exempl, dre e fidelite da viret e-unan quement tra a oa ordrenet dre an Urz. Ur voyen quen douç a c’houneas calonou an oll ; hac, e neubeutoc’h evit dapu viz, e voe guelet e touez an oll Religiuset, ur fidelite ponctuel e pep tra, hac ur fervor admirabl.

Evit proculi mui-oc’h muy gloar Doue, dre e Religiuset Santel, a reas sevel, e Bro Saus, diou Gouent, e pere dre e exempl ha dre e instructionou e furmas un nombr bras a Sænt evit an Eê. An Ofiç divin a vige celebret en e Gouènchou gant ur vodesti, un devotion, hac ur vajeste pehini a ree enor d’ar Religion, hac a inspire d’an oll ur respet hac un devotion vrâs.

Biscoas ne voe guelet den sourciussoc’h evitàn da orni an Ilisou gant an oll magnifiçanç possubl. Ober a reas dont Micherourien habil eus a Rom hac eus a Franç evit labourat var an Ilisou ; o decori a eureu c’hoas gant ar Relegou Santel, a bere e reas presant dezâ ar Pap, evit recompansi e zevotion hac e zèl da orni an Templ santel.