12 Émist. hac e touez pere e veler quen alies a exempl caer a binigen, a fervor, a innocanc^ hac a santelez. Ar pap Gcegor naovet, pehini en devoa un istim vras evit ar foundatores santel,a offras dezi rènchou evit he c’houent; maes o reüs a reas gant quement a gouraich ma teuas ar pab da veuli he fizianc vras e providanc Doue. Remerquet voe souden peguement e plige da Zoue he fizianc : rac, un devez e pehini ne voa nemet un dorz vian a vara evit lein, ar san-tes, o veza ordrenet rei an hanter eus an dorz eu aluzen , ha ranna an hanter-all etre al leaneset pere a voa en nombr a hanter-cant, ar bara a grescas en ur faecoun qner miraculus ma voe avoalc’h evit coun-tanti an-oll. Peguer rust bennâc e oa urz leaneset sant Frances pere a guerz diarc’hen, a gousq var ar c’halet, a yun epad ar bloaz, a vir ur silanc continuel, ha pere ne velont morse an dud diavez,. ar santes-mâ n’en ein gountantet quet da observi quemense, douguen a ree ouspen-ze gouriz reun, hac epad ar c’horaiz a.veve gant bara ha dour; ha cousgoude e lavaras un deiz: abnoue m’en deus grét Doue din ar c’hrac cfen em rei dezan, ne deus bet oiscoaz evidon poan jachus, pinigen dificil, na clènvet disagreabl. Ha, peguer bras eo, emezi, an doucder a gaeer o soufr dre garantez evit Jesus-Christ ? Un arme a Sarrazinet o veza deut dirag ar guaer a Asiis en esper d’e c’hemeret, ar sanles-mâ a reas douguen ar sacramant adorabl; mont a reas varlerc’h bele dor hc c’houent gant he leaoeset, hac, o veza en em brosteruet-oll dirag. Jesus-Christ, e resont ar beden-mâ : Na abandounit quet, Salver adorabl, ho servicheresel pere rio deus quen souten nemedoc’h ha pere a laca enoc’h hepquen o olt fizianc. Er memes mourned e savas ur spount quer bras etouez ar sarra-zinet ma teuzont d’en em retira. Erfin ar foundatores santel-mâ, goude beza gouarnet gant cals a furnez he leaneset epad daou vloaz ha daou-uguent, a rentas he ene da Zoue, er bloaz 1253, etro an oad a dri-uguent vloaz. Digitized by 12 Eaust. Sant Cl.cra. 579 Mahmod spirituel Santes Cl/era.
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/545
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet