Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
13 Guenver.
Sant Honorat.


Goude ma en devoa roet ar Sant-mâ d’e Religiuset, exemplou caër a binigen, a vortification, hac a fidelite da viret an oll reglennou, e falvezas da Zoue e rose dezo c’hoas e fin e vuez an exempl eus ur batiantet admirabl, en ur c’hlènvet hir pehini en dalc’has tri bloaz var ar guele , epad pehini e conservas bepret un ær gracius, ur speret bepret ingal, ur peoc’h hac un union vras gant Doue. O veza recevet erfin e Sacramànchou diveza, hac exhortet e vugale d’en em acquita ervad eus o oll deveriou, e rentas e ene eürus d’e Grouer, er bloaz 703, e-tro an oad a bevar-uguent vloaz.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a studias epad pemp bloaz ar Scritur sacr, evit en em instrui eus al Lesen Doue : En em instruit ive hoc’h-unan, hac assistit en instructionou. Peguement a dud, siouaz ! quen bugale quen re vras, a vev en un ignoranç coupabl ha criminel eus ar pez a aparchant eus o silvidiguez, faut da assista en instructionou !

Eil Reflexion. Beza en devoa un devotion hac ur sourci bras eus an ornamànchou an Ilisou. A ne d’ê quet un dra estranch ha mezus evit ar Gristenien guelet o Ilisou hac an Auteriou consacret da Zoue distruchoc’h alies eguet an tyez e pere e logeont o-unan ! ha guelet an ornamànchou destinet evit ar Sacrifiç divin, disteroc’h eguet ar guiscamànchou a zougont.



An trisecvet devez a viz Guenver.


SANT HONORAT, ARC’HESCOP


————


Ar Sant-ma, goude beza cunduet ur vuez devot en e yaouanctis, en em dennas en deserz tost d’ar mor e Provanç ; mæs evel ma teue d’e Ermitaich cals a