Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
13 Guenver.
Sant Honorat.

oc’h exorti ar re a zeue d’e velet, hac o consoli ar re a vouele dezâ. Guelit, va bugale, emezân, penaus hor buez ne d’ê nemet ur pelerinaich ; e goumanç a reomp pa zomp ganet, hac e echui pa varvomp. Eürus ar re n’en em gonsideront nemet evel estranjourien var an douar, hac a consider ar maro evel ar fin eus o exil ; na staguit quet ho calon ous ar bed ; caër hon be destum madou ha caout sourci d’o c’honservi, en heur ar maro e teuint oll d’hor c’huilaat ; pa zeuomp er bed, ne zigassomp netra gueneomp, ha pa sortiimp anezâ ne zeui netra d’hon heul ; distaguit ho calon dious ar pez a vezo un deiz lamet digueneoc’h ; Doue e-unan hepquen eo hon tènsor, na lequeomp quet hor c’halon e lec’h-all.

Erfin, o veza recevet e oll Sacramanchou, e antreas en ur gontemplation douc eus a visericord an Autrou Doue, epad pehini e rentas e Ene, er bloaz 429.

REFLEXION.

Ne raïmp-ni biquen nemet admira vertuziou ar Sænt, heb en em lacât e poan d’o imita ? Ne zomp quet oll galvet evel ar Sant-mâ da vont en déserz, nac evit beza Isquibien ; mæs ne deus Cristen ebet a guement na dle caout eveldan e galon distaguet dious madou ha pligeadurezou ar bed ; ha quement hini en deus ur superiorite bennâc pe autorite var ar re-all, evel un tad, ur vam, ur mæst, a dle, evel en deus-èn graet, derc’hel un urz vad etouez ar re a so dindan e garg, beilla var o c’hundu, ha dreist pep-tra rei ur squer vad dezo. An exemplou mad a so instructionou ha predicationou mud pere o deus muy a nerz hac a ra muy a effet evit ar c’homsou caëra. Pèguen terrubl e vezo ar gont o devezo da renta de Zoue ar re o devezo negliget obligalionou quen important !


————