Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/572

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ar vrassa. Considerit ha contemplit petra en deus graet ha souffret evidoc’h epad e bassion, hac e comprenot petra a dleit ober, ha peguement e tleit souffr dre aznaoudeguez-vad ha dre garantez evil-ân; compren a roet penaus ne douich muy deoc’h hoc’h-unan, maes d’an hini a so maro evidoc’h hac en deus roet ur pris infinit evit ho racquitta. Ar pevare var-nuguent a viz Eaust. SANT BARTELEME, ABOSTOL. Ar Sant^mâ, guinidic eus a Galilee, a oa pesquer dre stad. Querquent ha ma voe galvet gant Jesus-Christ, e quitaas pep-tra, ha ne songeas muy da glasq ar pez en devoa quiteet. Quement a gountantamant a gave e clevet e instructionou, ha quen touichet " a vige e galon ma *en heulie e pep lec’h. Presant e voa pa bareas servicher ar centenier e Cafarnaom, pa ressuscitas mab intanves Pïaïin, pa bareas an den possedet, dall ha mud, pa zènchas an dour e guin, en eureud Cana e Galilee; en ur guaer, neubeut a viraclou a Jesus-Christ e pùbliq, a guement na ve bet test ar sant-mâ. Ebars ar bartaich a reas an ebestel etrezo eus an oll carleriou eus ar bed evit mont da brezeg an aviel, hac instrui ar bed universel, a voue deslinet da Sant Barteleme evit e lod ar,c’harter a Licaonii, a Albanii, an Indes sao-heaul hac an Armenti. Câss a reas gantâ an aviel pehini a voa dija scriyet en hebreu, gant an abostol Sant Vaze. Dre quement plag ma tremene, ne esperne na poan na fatig evit inslrui ar bobl; hac, an nombr bras a gonversibnou a reas e peb-lec’h, ne voe quef ar biana eus ar miraclou a reas en e amser. E vuez santel ha disinteresset, quercouls hac ar Digitized by Liooole 606 Sakt Barteleme. 24 Eaust.