burzudou a ree, a gassas souden ar brud anezan partout Ne vize-galvet muy nemet abostol ar guir Doue, hac an den a viraclou. Ar roue eus an Ar-menii, pehini en dcvoa ur c’hrouadur affliget, o veza clevet parlant anezân, en devoue un hast bras d’e velet. Querquent ha ma antreas ar sant e palaes ar Roue, e voe pare e grouadur. Ar prin§-ze evit e recoumpanci, a offras dezâ presanchou caer; maes an abostol santel a reas dezan, da entent na zeue quet da glasq nac aour, na perles, maes silvidiguez e ene, ha conversion e bobl. Dont a rân, emezân, evit ober deoc’h ainaout ar guir Doue, pehini en deus crouet an eê hac an douar, pehini e-unan hebquen a so din eus hon admiration, hac eus hor c’harantez. Ar Sant a inslruas ar Roue, ha tud e balaes; an oll a recevas ar vadiziant; hac daouzec eus ar c’hae-riou principala eus ar rouantelez a hculias exempl ar Roue. ’ . Ministret an idolou, o velet un nombr quer bras a dud o renonc d’o diviniteou faus dfe inslructionou au abostol-mâ, o devoe recours d’ar princ Astiages, pehini a voa uu idolatr superstftius meurbet. Hemâ a gondaounas Sant Barteleme da veza discroc’henet e beo. Peguer cruel bennâc ma voa e dourmant hac c anquen, er souffras eb en em glem; hac evel na heane quet c’hoas da bublia divinite Jesus-Christ, an tyrant-ze a ordrenas e zibenna. E gort santel a voe transportet da Benevant, ha goudese da Rom, e pelec’h er c’honsèrver gant ur respet bras. REFLEXION. Sant Barteleme, an oll ebestel, hac un infinite a saent o, deus souffret ar verzerinti; ne deus sant ebet a guement n’en deus souffret er bed-mâ : Mab Doue memes en deus douguet e groas; na bretandit quet beza exant hoc’h-unan. Ar groas, ar souffrancou, an affliclionou a so an hent guirion eus an eê dre behini o deus tremenet ar saent-oll; fazia a reot, mar clasquit un henl-all. N’en em gountantit quet da adori ar groas var an auteriou, quemen-se né d’ê quet Digitized by Googlc 24 Eaust. S\\t Bartei.eme. 607
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/573
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ