2S Eaust. Sant Loïs. 609 humbl en devoa evit an urz eus a brovidanc Doue pehini en devoa permetet quemense, a ree e oll gon-solation. Ar Sarazinet a admiras ar gouraich gant pehini e reüsas ober en e brison, ha gant danger e vuez, un dra a c’houlennent digantân, control d’e enor ha d’e goustianc. Goude beza accordet ganl ar Sarazinet evit e rancon, e voe lequeet e liberte èn hac e arme. Pa voe distro e Franc e crescas e zevotionou ; ouspen ar yuniou eus an ilis, e yune bep guener epad ar bloaz; rei a reas ordrenangou evit ar respel dieet d’an iüsou; difen a reas al leoudouet hac ar blasfe-mou, oc’h ordren ma vize toullet o zeaut d’ar blas-fematoiirien gant un houarn ru. Bemdez e cleve diou oferen gant un devotion angeliq pehini a oa un effet eus e feiz hac eus e garantez evit Jesus-Christ. Un devez e teuzer-da lavaret dezân e creiz an oferen pcnaus e apparisse Jesus-Christ en hostif e furm ur c’hrouadur : heb distrei dious e beden, e respontas : cridi a ran parfet e ma Jesus-Christ en hostif; ne d’é quet necesser ain guelet. Ar c’helou a recevas eus ar stad truezus e pehini en em gave ar grislenien en douar santel, a reas dezâ quemeret ar rcsolution d’en em renta dy en des-pet d’an neubeut a satisfaction en devoa bet en e c’henla beaich, evit ober un eil effort, evit tenna ar vro-se a zindan puissanc an infidelet. Ar brincet a reas o fossubl evit e zisalia; ma?s, o cridi e c’hou-lenne Doue digantâ ar sacrifif-ze, ne voe netra capabl d’en distrei. D’an deiz quenta a viz gouere 1270 e artias var vor gant e arme, ha gant e zaou vab, ac an darn vuya eus an duchentif vrassa eus ar rouantelez; pa erruas al lestri e Tunis, ar sarazi-net, pere a zivoale bord an aud, a guemeras an tec’h. Maes ar vocen o veza coumancet en arme a Fran^, a reas un dislruich bras; quemense a reas d’ar rouè santel, pehini en em sante cian e-unan, rei an urz necesser evit savetei an nemorant eus e dud. Goudese e c’halvas e vab Philip, pehini a dlie beza e succcssor, hac e roas dezâ an instuctionou-mâ. Ar guenta. Va mab, recoumandi a rân deoc’h caret Digitized by Liooole 610 Sant Lols. iSEaust. Doueagreizho calon;
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/576
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet