Ursin quer visibl eus an Eê, a reas ma voe choa-sét evit pab gant ur joa universel. Aznaout’ a rezeuir souden ar sourci special a guemere an Autrou Doue eus e Uis, dre ar choas miraculus en devoa graet a sant Zefirin, evit e gouarn en amser m’en devoa ar. brassa izom eus ur pab santel ha couraichus. Er memes bloaz an Ampalaer Sever o veza publiet un ordrenanc pchini a excitas ur bersecution horrupl a enep ar gristenien, ar pastor santel na espernas nac e sourci ñac e boan evit o sicour en dristidiguez hac en desolation general-ze; nos-ha-deiz e redeuo zier; disnuen a ree belec er placou dindan an douar, e pe-iec’h en em denne ar re o devoa muy a spount rac an tourmanchou; o*c’honsoli a ree dre e exhortatio-nou, o sicour dre e alusennou; o c’hreât hac o sou-ten dre ar goumunion santel; exposi a ree memes e vuez en ur vont d’ar prisonniou v evit couraichi ar re a oa dalc’het enno. Goude ur bersecuiion pehini a badas nao bloas, ne devoe ar gonsolation da velet ar peoc’h quen desiret. Profita a reas eus ar c’halm-ze evit ober ordrenancou caer, e pere a remerquer e furnez, e attention hac e vigilanc var an ezomou difarant eus an ilis universel. Erfin, leun a miritou, hac uset dre e labourou, a recevas evit recompanc ar gurunen a verzerinti en amser an ampalaer, er bloaz 221. ,> REFLEXION Ar pastor mad ha fidel-mâ a voa sourcius en amser er bersecution da greât hada souten e bobl dre ar goumuniori santel. Pebes gracou, pebes nerz, pebes consolation a ro d’an ene sacramant an auter! Cris-qui a ra ar féiz, pa ze ar mister ar feiz dre excellanc; an doucder a santot en ho calon en ur sacramanti goude ur breparation vad, a raïdeoc’haznaoutsclaer ne deus nemet un Doue a ouffe carga hoc’h ene eus a ur joa hac eus a ur gonsolation quer bras. Hoc’h esperang a gresco, en ur receo ur merq quer precius eus a vadelez Jesus-Christ evidoc’h; ho carantez ivez evit Doue hac evil ho ncssa a zeui da veza parfe-. Digitized by 26 Eaust. Sant Zêv
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/579
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ