Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Guenver.
51
Sant Hiler.


Ar pevarzecvet devez a viz Guenver.


SANT HILER, ESCOP


————


Ar Sant-ma a voa guinidic eus ar Poëtou. E dad hac e vam o devoa ar malher da veza payanet. Hiler pehini en devoa ur speret hac un inclination vad, a goumance santout, dre ar sclerigen eus ar ræsoun, peguer væn e voa ar superstitionou payen, pa gavas, dre un effet particulier eus ar brovidanç, Levr ar Scritur Sacr. O lenn al Levr-ze, e teuas, gant ar sicour eus ar c’hrag, da aznaout ar virionez hac ar santelez eus ar Religion Gristen, hac heb dale e recevas ar Vadiziant : ober a reas bepred ur studi particulier eus ar Scritur Santel, evit gallout avanç muyoc’h muy en hent eus ar silvidiguez bac eus ar berfection. An istim a ree an Habitantet a Boitie eus e vertuz a reas dezo e choas evit o Escop, goude maro o Fastor. En em opposi a eureu muy ma ellas ; mæs contraign e voe da gonsanti d’ar choas a oa græt anezân.

O vêza Escop, e labouras gant fervor ha gant couraich da instrui e bobl, hac e impligeas e oll nerz hac e oll zêl evit e breservi dious an hereziou pere a gorrompe ar vro. Abalamour da-ze an heretiquet a alyas an Empalaer Constanç pehihi a oa o frotector, d’en exila e Frigii. Ar Sant a recevas urs ar Prinç gant ur joa ingal d’an hini o devoa an Ebestel hac ar Merzerien, pa o devoa da soufr evit ar gaus hac evit gloar Jesus-Christ. Epad e exil pehini a badas pevar bloas, e composas daouzec Levr admirabl var Myster an Drindet ; ar pez ne viras quet na labouras da gonvertissa tud ar vro-ze, gant quement a frouez, ma seblante ne voa bet cacet d’y, nemet evit founta ha stabilia eno rouantelez Jesus-Christ.

Presanti a reas d’an Empalaer ur Requet, dre behini