varân quet e ti ur princ, maes e fi uc bourc’his memes, ar vugale da ober quement a drous evel ma reont en ilisou. Ur vagueres a gac gant-y ur c’houa-dur pehini na ra nemet crial, ha troubli an oll : ha c’hoas martese n’e deus quet a vez da rei dezan da zena, memes dirac an oll; ar pez a so cousgoude un dra control d’an honnestis. Re-all erfin a gac ganto betec o chass. Guelomp ha ne gouezomp-ni quet en unan bennâc eus ar fautou-mâ; na quemeromp ar resoiution d’en em gourrigea dre ur vodesti exemplus hac edifiant, dre ur silanc respetus, dalc’homp parfet hon daoula-gad evit tec’het eus an distractionou. Lesit er guaer ar vugale-ze, pere n’o deus quet c’hoaz a squiant. Na lesit quet ho chass da zont d’no heul, pe o staguit. Erfin songit pénaus ne servich deoc’h c’hoas da netra assista en ilis gant ur vodesti exterior ma na assistit ive gant un devotion interior. An eizvet-var-nuguent a viz Eaust. SANT AUGUSTIN, ESCOP. Sant Aügustin, unan eus ar brassa doctoret eus an ilis, a voe ganet en Afriq. Evel m’en devoa ur speret lem ha brillant, e reas estudy gant cals a enor hac a c’hloar : ha d’an oad a uguent vloaz e voa admiret gant an oll dud habil. E dad el lesas re en e liberte; hac c couezas evelse neubeut-a-neubeut eii diregla-manl. Santes Munica e vam, affliget bras o velet an disurz eus e vuez, a vouele dirac Doue, hac er supplie da sellet a druez ountâ. Disclaeria a reas he foan hac he glac’har da un Escop sanlel, pehini e c’honsolas en ur lavaret dezi : lit, va merc h, cuntimdt da bidi évintan, ne d’é quct possubl e teuffe d’en em goll ur mab pe/uhi en deus coustet quemeni a zatlau. Digitized by 616 Sant AiiGiiSTtv. 28 Eaust. . Auguslin
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/582
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ