Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/618

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

grignolou id, a-hed diou ster vras, ar Rhôn hâc ar Soon, ha dre ar charite heroïq-ze e saveteas ar c’haeriou a Arles, a Orange, a Vivier, a Valanc, a Avignon hac a Riez, pere er c’honsidere-oll evel un eil Joseph, hac ec’his al libe-rator eus an oll brovincou-ze. An Auvergn hac an Aquiteen ne chomzont quet heb santout ivez an effe-jou douc eus e liberalite; en hevelep faecpun n’en de-voa den douet ebet na gresqUe dre viracl an id en e c’hrignolou. £ vertuz na barisse quet neubeuloc’h en e actio-nou-all. N’ouffer quet nombri peguement a gonver-tissas a heretiquet dre an nerz miraculus eus e ins-tructionou, en ur assista er c’honsil eus a Arles, e voe admiret e speret lem ha penetrant; enorel ez 6a e pep-lec’h evel ur sanl; hac e pep-lech’ n’en hânver nemet ar squêr hac an exempt parfet eus ar breladet. Erfin,leun a euvrou-mad hac a miritou, ez easda receo e recoumpanc ebars en eê, er bloaz 491. R E F L E X 10 JN. Doue en deus suscitet a amser-da-amser tud caran-tezus ha charitabl meurbet, evit servichout da exempl d’ar re-all, hac o excita da bratica an èuvrou a garan-tez. Ne d’ê quet heb-quen en amser ancien ez eo bet guelet ar seurt exemplou caer-ze: guelet a rér c’hoas, dre gra^ Doue en hon amser hac en hor bro, tud vad ha truezus e quènver ar beaurien. Epad ar guer-nez diveza, er bloaz mil seiz cant ha daou-uguent, un den a ilis eus a escopti Querne, hac a so c’hoas leun a vuez en amser ma er scrivan, goudc beza roet d’anddud paour quement én devoa, a brenas e credit meur a donel id evit sicour an dud paour eus e garter. En amzer eus ar memes quernez-ze e voe guelet un ozac!h divar ar maes, eus a escopti Leon, pehini n’en em goüntante qüet da soulagei ar beau-rien a zeue da doull e zor, maes pehini a yee c’hoas c-unan ur samm bara var ur penqnezec a dy-da-dy, a guaer-da-guaer evit clasq ar bcaurien mczus, hac a Digitized by 652 Sant Patiant. il Gumgolo.