hanler-leo dious Bruxel, ar baelec, pehini en devoa ar garg eus an ilis, ravisset o velet e zevofion, a broposas dezâ chom gantân evit servicha an ilis, ha respont an oferennou. Guyon, pehini na c’houlenne quet guell, en em offras a galon vad da ober que-ment a vize rét. Sourcius-bras a voa da guempen an ilis hac an auteriou, da renca an traou, ha da zer-c’hel. pep-tra prest en e vare. Goude e labour great, evit disauiza en em daule var e zaoulin dirag an auter; alies e tremene cno an nôs en oraesoun : ha mar boa obliget da reposi un neubeut, e voa var pave an ilis. £ gommanant ne voa quet bras, cousgoude en ur espern divar e vevanc, hac 6 tioueret meur a dra, e cave ar voyen da sicour bemdez meur a baour. Ouspen-se pa en devoa un dra bennâc a amser dezâ e-unan, e visitc ar re glân, hac e rente dezo an oll servichou a voa en e c’halloud. Ur marc’hadour, eus a Vruxet, pehini a aznaïe e furnez hac e fidelile, a c’hoantaas e gaout evit consort en e drafiq hac a lavaras dezân : gouzout a ran hoc’h-cus bolonle vad da sicour ar beaurien, maes er stad ma zoc’h, paour hoc’h-unan evel-d’o, ho callout a so bian : raar auirit dont guenê-me, ho peso souden pe-a-dra da denna ho querent eus a boan ha da ober alusennou bras. Guyon, pehini a zezire gallout sicour muy-ous-muy ar beaurien, a heulias ar marc’hadour heb consulti Doue, na quemerel avis digant den. In-tantion ar marc’hadour a elle beza mâd, cousgoude an dessein-ze a voa un droraplerez eus an drouc-speret, pehini a glasque tenna Guyon eus ar stad e pehini e veve gant quement a santelez, hac a glasque coll, dre vadou ar bed, an hini en em santifie er baourentez. Doue pehini n’en devoa permelet an en-card-se eus a Guyon nemet evit en instrui divar e goust, hac ober dezân guelet penaus an hent eus ar silvidiguez ez eo goal gouarnet an nep en em c’houarn dre e speret e-unan, hac evit disqui dezân, ha da bep-unan ober en e stad ar mad a ell ober, elec’h cn em arreti quement da songeal er mad a raffe ma Digitized by 6i>l Sant Guy. 12 Guengolo.
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/620
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ