Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Guenver.
57
Sant Marcel.

e zaëlou ar plaç-se pehini en devise desiret gallout purifia gant e oll goad.

Peguer goal-drelet bennâc e oa ar Pastor santel, ne ancounec’hee quet e bopl ; ober a re dre scrid ha dre liserou, ar pez na elle quet ober dre e bresanç.

Uset erfin dre e labourou ha dre ar miser en devoa anduret, e echuas e vuez hac e Verzerinti dre ur maro precius, er bloaz 309.

REFLEXION.

Sant Marcel a zispartiaz ar Guær a Rom e pemp Parres var-nuguent. Intention an Ilis en ur sevel un infinite a Ilisou Parres dre ar bed-oll cristen, eo evit ma teui peb-unan da assista en Ofiç divin en e Barres, da receo ar Sacramanchou, ha da glevet eno comsou Doue. Meur a ræsoun hon oblich da assista peb-hini en e Barres. Da guenta, en hoc’h Ilis Parres ez ouc’h bet graet Cristen dre ar Sacramant a Vadiziant ; d’an eil, en ho Parres hoc’h eus guyr da c’houlen ar Sacramanchou, quen e yec’het quen e c’hlènvet ; D’an drede, eno e quivit ar Pastor lequeat gant Doue evit hoc’h instrui hac ho quelen. Mar d’ê obliget ho Pastor d’hoc’h instrui ha da zistribui deoc’h ar bara celestiel eus a gomsou Doue, ne d’hoc’h-hu quet ive obliget da zont d’e sezlaou ? Mar deus un urz pe ur reglamant bennac da rei, Embanno da ober ; mar deus un devez yun bennâc er sizun, pe vigil, penaus er gouyot-hu, ma ne d’oc’h quet presant ? D’ar bevare en hoc’h Ilis Parrese tle dont un deiz ho corf da c’hourvez. Erfin beza ez eus graçou particulier evit ar re a assist en o Ilis Pares.



Ar seitecvet devez a viz Guenver.


SANT ANTON, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus an Egypt, goude besa collet e dad hac e vam d’an Oad a uguent vloaz, a glevas lenn en Aviel ar c’homsou-mâ, pere a lavaraz