Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/640

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ha d’en em separi evit mont da brezeg ar feiz dre ar bed-oll, an abostol santel-mâ, inspiret gant -Doue; a scrivas al levr divin Ïiehini en deus evit titr, an Aviel, da lavaret ê, quê-ou mad hac eürus : en effet ne d’é nemet an ispli-cation, pe an histor eus ar c’helou eürus a zigassas an aelez d’ar bastoret en amser nia voe ganet Salver ar bed; compren a ra an doctrin pur eus a Jesus-Christ, ar pez en devoa prezeguet, hac ar miraclou en devoa graet, eus a bere e voa bet test ar sant-mâ. Goudese ez eas da brezeg an Aviel en Ethiopii, e pelec’h a reas ur mad infinit, quén dre an exempl eus e vuez santcl, quên dre e ïnstruclionou hac e viraclou. Ur verc’h d’ar Roue, eus ar c’hanton-ze, 6 veza maro, e rentas dezi ar vuez; ur miracl quer bras a voe caus eus a gonversion ar Roue, hac an darn vuya eus ar bobi. . Ur brinces vras, hanvet Ifigenii, o veza clevet un instruction gaer a reas var an excellan9 eus a stad ar guere’heset, a guemeras ar resolution da chom bepret guerc’hes, hac a-gonsacras he virginite da Zoue. Hirtac, pehini en ùoa aloubet ar rouautelez, a fallas dezâ he c’haout evitpried; maes ar brinces vertnzus er relisas, en ur lavaret be devoa graet veu a chastete; evel ma voa an abostol santel-mâ a alye Ifigenii,.hac he c’houraiche da viret ar veu e devoa graet, an tyrant-ze a guemeras ur goler q"uer bras ountâ ma ordrenas mont d’e lacât d’ar maro var-an-heur : ar soudardet da bere en devoa roet an urz, a gavas ar sant ous an auter, e pelec’h a aichue ar sa-critic eus an oferen; hac eno, goude bcza itcevet meur a daul haich, a reas da Zoue ar sacrifi^ eus e vuez. Digitized by 674 Sant Maze. 21 Gucngolo. Makimou Spibituel,- Tenet eus an Aciel Sant Vaie.