merq eus o vanite, hac eus o neubeut a vertuz, ha martese eus o direglamant. Peguen trist, a vezo en e heur diveza aznaout e veser en em abuset epad e vuez! Pcguement a bec’hejou en em bresant neuse d’an ene! Pet goai exempl, pet occasion a bec’het roet d’ar re-all dre an ajustamanchou immodest-ze; pe ar c’hisou fall-ze! Peguen trist en em gaf un den e beaich, pehini o veza en cm faziet var e hent epad an devez-oll, na zeu da aznaout e egaramant pe e fazi nemet da fin an deiz I An tregontvet deviz a viz JRere. SANTES PELAGII, PENITANTES. Doue en deus roet d’an ilis unan eus ar c’haeVa exemplou eus e visericord infinit en andret ar be-c’herien, e’ personnaich Pelagii pehini a oa unan eus ar vrassa pec’hereset a ve bet var an douar. Pelaeii a oa ar guenta comedianes eus ar guajr a Anlioch, brudet dre hc guenet, ha muy c’hoas dre an dizurz eus he buez. Ar c’hoant e devoa da bli-geout d’an dud a ree dezi en em visca cae’r hac en ur faecoun immodest bras. Sant Nonnus, escop a Heliopolis, o veza en em gavet en Antioch, ar patriarcn eus ar guaer-ze er pedas da ober ur sarmon d’ar bobl en un deiz a solennite; ar brud vras eus sant Nonnus pehini a dlie prezeg a reas ma oue bras ar foul. An Escop sanlel a brezegas en ur faecoun quen touichant var an drouc infinit eus ar pec’het, ha var an tènsor in-finit eus a visericord an Autrou-Ooue ma en em Leaueas e oll auditoret da vouela. Ar gourtisanes Pelagii, petra bennâc ne oa quet c’hoas badezet, en em gavas er foul, dre un effet eus ar Brovidanc divin. Beza e voe quenn touichct ma coumangas da hir-voudi ha da gaout horrol ous he goal vuez. Goude Digitized by 706 Santes Pélagii. 30
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/722
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ