Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/732

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ABAD. Sant Güinal, guinidic eus a escoply Quernc, ha mab da un digenlil vertuzus-bras, hac e roas a vianic mercou eus e santelez da zont. Ñe oa c’hoas nemet ur c’hrouadur ma remerquer ennân un doucder, un humilite, un devolion hac ur furnez a vize da veza admirct e tud vras. An abad santel Guenole, en ur dremen un deiz dre harz ty ar c’hrouadur-mâ, er guelas e toul an or, ha dre un inspiration divin e c’houlennas digantâ ha countant cz oa d’en em renta religius. Guinal a respontas gant ur vodesli vras gant cals a civilite : Va zad, prest oitn da ober a galon-vad miement a ordrenot din abers Doue; ha quef buan, goude bcza quemeret conge digant e guerent, e heulias sant Guer nole en e gouent, d’an oâd a seiz vloaz. Tri bloaz goudese e quémeras an habit a religius. Ober a eureu e studi gant quement a aplication, hac observi a reas ar reglen-oll gant quemenl a fidelitc ma teuas souden da veza ur religius parfet ha san-tel meurbet. Lies a veich, en amser ma quemere e vreudeur o repos, e recite ar seiz saim a binigen ebars an dour betec Iianter e gorf, couls er goân hac cn hân, evit obleni digant Doue ar vertuz a burete, quên evintâ e-unan, quên evit an oll dud fidel. Sant Guenole o veza aznavezet dre ur revelation penaus ez oa taust e amser da sortial eus ar bed, a hanvas sant Guinal evit e successor, evel ar fer-vanta cus e religiuset, ha, goude maro sant Guenole, e ratisfizont-oll ar choas a oa bet grêt a santGuinal evit o abad. Da benn seiz vloaz goudese ez eas da brezeg an aviel e bro-saus gant unnec compagnon. Epad daou Digitized by 766 Sakt Guinai. 3 Du.