pe dri bloaz ma chommas eno e’ reas sevel diou gouent; ha, goude beza grêt traou burzudus ha -mi-raculus, e tislroas da Vreiz, hervez an averlissamant roet dezâ gant un eal. Pa erruas en enesen Groa e oue clevet cleyer an ilis o sôn anczo o-unan. An oll bobi, soueset gant un dra quer burzudus, a redas da ziguemeret ar sant, hac e dreli a resont gant pep seurt enor. Ac’hano en em rentas d’e gouent, eno e varvas erfin gant ur peoc’h bras an abat santel ha miraculus-mâ, d’an decvet bloavez ha tri-uguerit eus e oad. Conservi a reer gant ur veneration vras darn eus e relegou e Vened en ilis cathedral. REFLEXIOJS. Sant Guinal a guemeras evit e zireotor an abad santei Guenoie, hac a lavaras dezân : Presl oun, va zad, da ober a galon-vad quement a ordrenot din abers Doue. Cetu a-se, goude beza goulennet digant Doue ha choaset hoc’h-unan gant prudanc ho coessor, an dispositionoù gant pehini e tleit chezlaou an avisou mad a ro deoc’h; e gonsideri a dleit evel roet deoc’h gant Doue evit ho cundui d’an eê, evit rei cusul deoc’h en ho douetou, evit ho consoli en ho poa-niou interior, evit ho creat er goumbat hoc’h eus da souten a enep adversourien no silvidiguez, evit disolei deoc’h finessaou ha trompierez an drouc-speret. Beza cz eus tud hac o deus ur gouslianc franc ba ledan; an drouc-speret a glasq bepret francât muy-oc’h-muy coustian§ ar re-se, en ur ober dezo songcal na ve quet a zrouc e lec’h ma ez eus; re-all o deus ur goustianc rc striz ha scrupulus; an drouc-sperct a ra e bossubl evit strizzât muy-oc’h-muy> coustian^ ar re ma, en. ur ober dezo songcal e ve pec’het e lec’h ne deus quet. Cerlenamant ar re-mâ hac ar re hont o deus ezomp. a gusul, ha ne dleont quet heul o sperct o-unan, pe o santimant .propr, maes en em regli var avis un director mad ha prudant. Ar gündu a zalc’h Doue varnomp a so admirabl, Digitized by 3 Du. Sant GtiNAL. 767 Digitized by
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/733
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ