Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Guenver.
67
Sant Sebastien.

hac ar re gruela memes : mæs penaus e andurremp-ni ar biana Merzerinti, ni pere ne ellomp quet souffr un taul hebquen, nac un injur, na memes ur goms, mar be un dra bennâc rust ; songeal a ellomp-ni e vezo roet ar Barados e donesoun hac evit netra deomp-ni pec’herien, andra ma ze coustet quement d’ar Sænt ? Ar Barados a so ur recoumpanç ; ret eo eta e c’hounit dre an euvrou mad, dre ar boan, dre ar soufrançou.



An unan-var-nuguent a viz Guenver.


SANTES AIGNES, GUERC’HES
HA MERZERES


————


Santes Aignes a oa guinidic eus a Rom. E c’herent, nobl, pinvidic ha leun a vertuz, o velet he inclination-vad, a guemeras mui a-se a sourci d’e instrui santelamant. An exerciçou a zevotion a oa an oll divertissamant a guemere eu he yaouanctis. Yaouanc a voa a oad, mæs he inclinationou hac he santimanchou a sante eus a un oad parfet. He c’harantez evit Jesus-Christ hac he zevotion special evit an Itron Varia rouanez ar Guerc’heset, a reas dezi, d’an oad a zaouzec vloaz, en em angagi dre veu da chom bepret Guerc’hes.

Ne devoa nemet trizec vloaz. pa c’hoantaas Procop ; mab d’ar Gouarner eus a Rom, e c’haout evit pried. Ober a eureu caç dezi ur presant caër, en intantion-ze. Aignes, o veza reuset ar presant, Procop a zeuas e-unan belec enni, hac a reas e oll bossubl, dre ar bromessaou caëra, evit caout he assant ; mæs e reus a reas gant ar memes couraich ma e devoa reuset e bresant. Procop, goude ar reus-se, a guemeras quement a velcony ma couezas clan. E dad en em servichas neuse eus e autorite. evit ober dezi rei e c’honsantamant. O veza græt e c’hlasq, e lavaras dezi : gouzout a rit ar pez am oblich d’ho clasq : ma mab en deus an desir bras d’ho caout, ha ne gredàn quet e allac’h