Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
21 Guenver.
Santes Aignes.

pretandi caëroc’h fortun. Aignes pehini e devoa ur furnez dreist he oad, a respontas gant modesti : aznaout a ran parfet an enor a rer din da songeal enon, mæs en em brometet oùn dija. Evel ma voe pourchuet da ziscleria da biou, e lavaras : ur Pried eo an nopla hac ar puissanta. Evit guir e vadou ne dint quet eus ar bed-mâ, mæs ne dint nemet preciussoc’h a-se ; caëroc’h eo evit an Heaul, ha seul vuy er c’haràn seul vuy ez oùn chast, seul vuy er briatàn, seul vuy ez oùn pur, seul vuy en touchàn, seul vuy ez oùn Guerc’hes.

Ar Gouarner, o velet ne alle quet dont a benn anezi dre gaër, a esseas e spounta : ret eo, emeza, adori an Doueou, pe mervel er brassa tourmanchou ; ne ràn deoc’h nemet un devez da ober ho sonch : ha mar em c’hredet na reusit quet an offr a ràn deoc’h eus va Mab.

Autrou, eme Aignes, n’em eus quet ezom a gueit amser, ma resolution a so dija querneret, discleria a ràn n’em bezo birviquen Pried-all nemet Jesus-Christ, evel ne adorin biquen Doue-all nemet ar C’hrouer Souveren eus an Eê hac an douar ; evit an tourmanchou, n’am spontont quet ; mar em eus c’hoas un desir bennâc, ez eo da receo ar Gurunen ar Verzerinty gant an hini ar Verc’hes, ha, peguer yaouanc bennâc ez oùn, em bezo nerz avoalc’h, gant graç va Salver, evit souffr ha mervel evit e garantez.

Ur respont quer fur ne viras quet na ordrenas ar Gouarner e c’harga a chadennou, hac ober e c’haç d’an templ eus ar fals Doueou ; mæs quemense ne servichas nemet evit ober dezi ober profession eus a Feiz Jesus-Christ, e presanç ur brassoc’h pobl.

Pa velas er Gouarner e voa inutil quement en devoa græt, e reas un diveza effort evit dont a benn anezi ; o consideri peguement e care Aignes ar burete, e songeas penaus, oc’h he gourdrous da ober dezi coll he enor, e teusie d’e spounta muy evit dre fæcoun all ebet ; lavaret a eureu-ta dezi : choasit, ma Merc’h, pe da zimisi da Brocop, pe da veza disenoret en ur plaç infam.

Va oll fizianç, eme ar Santes, a so e Jesus-Christ ;