Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/756

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

a oa guinidic eus a Spaign. E guerent, pere ne voant quet pinvidic a vadou ar bed, o velet n’o devoa qüet cals a dra da réï un deiz d’o mab, a gaemeras cals a sourci d’en instrui e dougeanc Douei En amser ma edo c’hoas yaouanc ez eas da gaout ur baelec santel eus e garter, evit e bidi d’e receo en e d’y, ha d’e zisqui da servicha .ervad an Autrou-Doue. Cundui a reas gant ar baelec-ze ur vuez pe-nitant ha mortifiet; tremen a ree bemdez un amser vras en oraesoun; ha pe seurt labour bennâc a ree; e sonch a oa bepred e Doue; evel n’en devoa ivé nemet Doue en. e galoun, na barlante nemet a Zoue-, heb cn em bligeout morse o parlant a dra-all ebet. Da.ben ur.maread-amser an desir en devoa da bellaat dious ar bed a reas dezâ mont d’en em offr d’ar reli-giuset Sant Frances, evit servicha ergouent e qualite a vreür. O veza bet recevet e roas d’an oll rebgiuset exemplou bras a humilite, a vortification hac a garan-tez chrislen; oboïssa a ree d’e superioret evel da Zoue memes;. pratica a ree pinigennou quer rust ma redé ar goad dious e gorf,- E zevotion evit ar Verc’hes Vari a ree dezâ celebri he goeliou gant ur joa dreist ordinal, ha yun bep sadorn divarbara ha dour en he enor. Ar sujet ordinal eus e oraesoun a oa myster ar bassion; contempli a ree ar myster bras-mâ o terc’hcl e grucifi en e zorn, hac e garantez evit Jesus-Christ a oa neuse quen ardant ma vize alies extasiet. Ne voa quet bet er studi, maes recevet en devoa digant Doue ur squiant hac ur sclaerigen surnatural. E superioret oc’h aznaout e mirit hac e santelez er c’hassas da Ganarii evit beza Gardien ha Superior cus -ur gouent o devoa eno, Didas a recevas ar garg-ze Digitized by 700 Sant Dibas. 13 Du.