Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
21 Guenver.
Santes Aignes.


Eil Reflexion. Peguer mad, ha peguen avantaichus e caret ar burete adalec ar yaouanctis ! Peguen agreabl eo ar vertuz-mâ da Zoue ! Peguement a c’hraçou a zeu-hi da denna var ar re e fossed ! Mar hoc’h eus-hi conservet. Ene christen, meulit Doue, ha continuit da ober hoc’h oll bossubl evit miret un tènsor quer precius. Mar hoc’h eus bet ar malher d’e c’holl na zaleit quet ha na negligit netra evit e rapari, dre ar binigen. Deut da imita quent Buez an Ælez dre ar burete, eguet buez al loened dre pligeadurezou brutal. En em adressit d’ar Santes-mâ, d’ar Sænt, d’an Elez, hac ispicial d’an Itron Varia, evit obteni ar burete a gorf, a galon, hac a speret.



An daou-var-nuguent a viz Guenver.


SANT VINÇANT, MERZER.


————


Sant Vinçant, guinidic eus a Spaign, en devoe an avantaich da veza instruet gant an Escop santel Valêr ; ar prelad-se, o consideri squiant ha vertuz e Zisquibl, er greas Diacr eus e Ilis, hac er c’hargas da breseg an Aviel.

Vinçant en em applicas gant fervor da instrui ar bobl ; inspira a ree an devotion d’ar re fidel, hac e convertisse d’ar feiz un nombr bras eus ar bayanet.

Ar brud anezâ o veza eet bete ar Gouarner eus a Arragon, pehini a bersecute ar Gristenien, dre urz an Ampalaer, ar Gouarner-ze a roas urz d’e arreti ha d’e gundui d’ar guær a Valanç, carguet a chadennou, oc’h esperout penaus ar fatig ens ah hent, hac ar goaldretamant en devoa ordrenet ober dezâ, a raze dezâ coll couraich. Pa voe arru e Valanç, ar Gouarner a ordrenas dezâ offri ezenç d’an Doueou eus ar Rouantelez, pe d’en em brepari da vervel. Ar Sant a respontas : ne doun quet spountet evit clevet ma gourdrous eus ar maro ; ar brassa enor a ouffen