An desir ardant cn devoa da broculi convcrsion ar brassa pec’herien, ha da lacât an oll da garct ha da bratica ar binigen, a reas dezo sevel ur chapeli en enor d’an tri fenitânt bras a bere e parlant an aviel, Santes Mari-Madaien, Sant Per hac al laer deou, pere a so patrounet an eneou penitant. Dbue a zisquezas peguen agreabl eo dezân an devotion en andret ar penitant santel-mâ, dre an nombr bras a vïraclou a c’hoarvezas er chapell-ze. Sant Adon, en ur gonsideri ivez penaus ne .deus netra a guement hon excit davantaich d’ar santelez eguet lenn buez ar re o deus cunduet ur vuez santel, a antreprenas scriva buez ar Saent; dastum a reas ar scridou ancien, hac e composas dre ar voyen-ze e levr admirabl; maes en ur scriva buez ar Saent e songeas d’en em santifia e-unan da guenta dre an imitation eus o vertuziou. Erfin, uset gant an oad, ha dre e vortificationou, ez eas da jouissa eus ar c’hIoar ar Saent en eê, var dro ar bloaz 875. REF LEXION. Ha c’hui hoc’h-eus, ene christen, brassoc’h desir eguet da veza un deis eürus er barados? Mar d’ê hennes ar brassa desir eus ho calon, liquit ho prassa ’ sourci, ho prassa studi da’veva evel ma o deus graet ar Saent : rac ne antreïmp birviquen en eê, ma ne vevomp santelamant er bed-mâ. Evit gallout eta imita ar Saent, disquit ar pez o deus graei, en ur lenn o buez. Quemerit ur moumend-amser bemdez evit ober al lectur-ze, ha grit-y e presanc tud ho ty, evit ma allint ivez profita anezi. Imitit muya ma vezo possubl deoc’h ar vertuziou a remercot e buez ar Saent. Dreist pep-lra grit reflexion penaus .ar Saent-oll a so bet unisset gant Doue dre ar beden pe dre an oraesoun; penaus ez int bet rust en o andret o-unan, ha penaus ez int bet carantezus e quènver o nessa. Na gafot Sant ebet a guement n’en deffe bet an teir galite-ze, hep pere nc aller qùet pretandi mont d’ar barados. Digitized by L,ooQle 8SB Sakt Eusees. #6 Qttèrbn. Ar chuezecvet âevez
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/824
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ