Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
24 Guenver.
Sant Timothee.

sionou var ur galon yaouanc a bad peurvuya epact ar -vuez-oll.

Timothee a oa mab da un tad payen, maes e vam a oa gristenes. Ur malher bras eo evit bugale, pa ve direglet pe o zad pe o mam : cousgoude an hini anezo o daou en deus dougeanç, Doue, a ell hac a dle neuse talvout elec’h eguile, ha supplei, dre ur sourci hac un attantion vrassoc’h, var ar vugale.

Peguement a vugale indevot hac impi memes a veler pere a so ur groas pounner ha c’huero meurbet evit o c’herent, hac a vise bet o gloar hac o c’honsolation, ma vizent bet instruet na corriget abred, ha ma n’o devize guelet gant o c’herent nemet exemplou mad ? Pebes rebeichou cruel na raï quet epad an oll eternite bugale daounet d’o zad ha d’o mam, defaut n’o deus roet dezo un descadurez santel hac exempl vad.



Ar pempet var-nuguent a viz Guenver.


CONVERSION SANT PAUL, ABOSTOL.


————


En em gonvertisset eneou infidel, en em gonsolit pec’herien, en em rejouisset eneou just, o consideri Conversion admirabl Sant Paul, pehini, goude beza bet un adversour bras d’ar Religion gristen, hac ur persecutor cruel eus an ilis, en deus cènchet en hevelep fæçoun, ma ze deut, dre c’hraç ha dre visericord an Autrou Doue, da veza ar sonten hac un doctor bras eus an ilis, hac unan eus ar brassa Ebestel.

Ar Sant-mâ, hanvet Saul, abars e Gonversion, guinidic eus ar guaer a Dars, eus a dribu Benjamin, ganet ha maguet e religion ar yuzevien, a guemeras ur gassoni estranch ous ar gristenien, hac en em laquâs d’o fersecuti. Antren a ree en tiadou evit en em sesia a guement a gave anezo ; ober a ree o frisonnia hac o c’harga a chadennou.