Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/836

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ha dre an nombr, bras eus e viraclou. Maes ur Roue payen hac obslinet er c’hondaunas erfin da veza lazet a dauliou bir. Evelhen e aichuas e vuez hir ha poanius an Abostol sanlel-mâ, goude beza labouret gant quement a falig evit gloar Jesus-Christ e vaestr divin.

REFLEXION.

An dud just ha parfet a ell coueza en ur faut bennâc, maes sevel ha reont prount ha gant couraich. Goude ma vent bet coueset, e querzont gant muy a eves ha gant muy a fervor en hent eus ar silvidiguez. Èil Refiexion. Seul diezsoch eo compren ar mis-teriou.eus ar feiz, seul muy a virit so oc’h o c’hridi. En ur garet Doue, a reomp dezân ar sacrific. eus hor c’halon, hac, o cridi ar guirionezou revelet gant Doue, c reomp dezan ar sacrifig eus hor sperel.


An eil-var-nuguent a viz Querzu.

SANT BRig, ESCOP.

————

Ar Sant-mâ a dremenas e yabuanctis e couent Mar-mouticr, hac a gunduas eno ur vuez devot. Sant Martin, Arc’hescop Tour, e ree fcals a istim anezân, hac er greas Arcnidiacr eus e Uis. An dinite-ze pe-hini a dlie en renta vertuzussoc’h er cènchas; hac, ec’his a leverer penaus an enoriou a zench speret ha calon cals a dud, Bric a guemeras re a liberte evit un den a Ilis. N’en em blige nemet ochasseal; der-c’hel a ree ur stal vras en e dy, ar pez a ree dezân ober cals a zispignou, da viana vean hac inutil.

Sant Martin, touichet o velet quemensc, en alyas da ziminui e zispign evit gallout soulagei ar beau-rien, ha da zilesel un diverlissamant gant pehini e colle. quement a amser. An avis charitabl-ze pehini a dlie ober dezan antren enuân e-unan, ac en em