Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Guenver.
77
Conversion Sant Paul.


O veza clevet penaus e cresque bemdez an nombr eus ar Gristenien er Guær a Damas, e partias evit mont d’o arreti ha d’o digaç prisonerien da Jerusalem. Pa voe arru taust da Guær e savas, en un taul, ur sclerder vras en dro dezâ, hac e clevas ur vouez pehini a lavare : Saul, Saul perac em persecutes-te ? Sesiet e voe gant spount, hac en ur goueza var an douar e lavaras : piou och-hu, Autrou ? Quer buan goude e clevas ar c’homsou-mâ : beza ez oun Jesus pehini a bersecutes ; neuse e lavaras en ur grena : Autrou, petra a blich gueneoc’h-hu a raën-me ? Savit, eme hor Salver, hac antreit e Quær ; eno a vezo lavaret deoc’h petra a rencot ober. Sevel a eureu, mæs ne vele banne, petra bennâc ma oa digor e zaoulagat ; ha ret e oa d’an dud a oa en gompaignunez e rêna dre an dorn betec ar Guær a Damas, e pelec’h e chomas tri devez, heb guelet, heb dibri nac eva.

Jesus-Christ a apparissas, en ur vision, da Ananii, hac a ordrenas dezâ mont da glasq Saul eus ar Guær a Dars, pehini a oa e ty Jud, oc’h ober Oresoun : iit, emezan, rac choaset emeus-èn evit prezec va hano dirag an Nationou eus ar bed, dirag ar Rouanez eus an douar, ha dirac ar bobl a Israël ; ha me a raï dezàn aznaout peguement e renco souffr evit va hano.

Ananii, o veza eet d’e gaout, a lavaras en ur asten e zaou-zorn varnezân : Saul, va breur, Jesus Salver ar bed, pehini en deus apparisset deoc’h en hent, en deus va digacet amâ, evit renta deoc’h ar guelet, hac evit ma recefot ar Speret Santel. Er memes instant e couezas eus e zaoulagad evel scant, hac e recouvras ar guelet. Sevel a reas, leun a joa , leun a admiration, hac a santimanchou a aznaoudeguez-vad. Ananii, goude beza discleriet dezan, a-berz Doue, ar pez en devoa da ober, er badezas, hac er memes amser, ar Speret Santel er c’hargas eus e zonesonou. Goude m’o devoa trugarequeet Doue o daou, Sant Paul a goumanças dibri, e nerz a zeuas dezâ hac e chomas ur maread amser gant ar Gristenien er Guær a Damas. Abars sortial ac’hano, e prezegas e publiq penaus Jesus-Christ, pehini en devoa maleürusamant