Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/847

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

880 S\kt Stefaïv. 26 Quenu. o distribui d’ar re o devoa dienez. Evel ma crescjue bemdez an nombr eus an dud fidel, an distribulion eus ar madou-ze a zeuas souden diaez d’an Ebestel. Pa velzont penaus quemense o distroe dious o la-bourou hac fonctionou-all necesseroc’h, e leverzont d’ar Gristenien assemblet : Hor breudeur, ne d’é quet just e teuemp, evit reï d’ar bobl ar bara materiel, dé lesel heb.ar bara spiriiuel, pehini a so magadures an eneou; choasit eta etrezodh seiz den eus ar re fura ha vertuzussa, var bere a alfemp en em ziscarga eus ar sourci-ze. Sant Stefan a oue choaset ar c’henta, evel ar remercapla dre ar santelez eus e vuez, ha roet oue dezan an urz a Ziacr. An Diacr santel a bourveas gant ur sourci bac un acquet bras meurbet d’an oll ezomou ar beaurien; an oll a admire e vigilang, e lealdet hac e garantez vras, ha pep-unan eus ar beaurien en em gave coun-tant eus al ioden a receve. Al labour hac an ambaras en devoa o pourvei da fuement a ezomou na vire quet na laboure c’hoas a breseg an aviel, ha gant ur frouez admirabl. Ar Yuzevien a fallas dezo en etnvoposi d’ar mad a ree; ar re habila anezo a zisputas ountâ, maes ar Saent, lcun eus a ur furnez celesliel, o zrec’has-oll. O velet ne allent quet resista ous nerz e zoctrin, ar vaez hac ar gonfusion o devoa d’en em velet trec’hct a reas dezo quemer ar resolulion d’en em zizober anezân, ha d’e sacrlfia d"o c’holer ha d’o avi; e accusi a resont da veza comset ha blasfemet a-enep lesen Moyses- An Diacr santel en em iustifias var que-ment en accusent, hac a brouvas deso ne oa nemet ar galeder eus o c’halon o dalc’he en o fals creden. Neuse en em daulzont var-nezân evel tud arraget, hac e stleja a rezont e maes a guaer evit e labea. Ar Sant en devoe neuse ar gonsolalion gaer da velet an eé digor, ha Jesus-Chrisl en tu deou d’an Tad eternel. Epad ma el labeent, c lavaras : Resevii ma speret, â va Jesus, ha ne heane oc’h invoqui an autrou Doue; en em lacât a eureu erfin var e zaoulin, en ur lavaret gant ur voez hucl j Pardounit dczo, va Doue, o fcc’het Digitized by