Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
25 Guenver.
Conversion Sant Paul.

persecutet a ziaguent, a oa ar Messiaz, Mab eternel da Zoue. Quement hini er c’hleve a oa soueset bras ; hac a lavare : a ne d’eo quet an den-mâ Saul eus ar Guær a Dars, pehini a bersecute ar Gristenien, hac a so deud amâ evit o c’haç prisonerien da Jerusalern ?

Ar Yuzevien, pere a edo er Guær a Damas, a glasque an occasion d’e laza ; ober a rezont memes divoal nos-dez doriou Quær, gant aoun na sortisse ; mæs ar Gristenien en disquennas un nosvez en ur paner, divar ar vur. Neuse en em rentas e Jerusalem, e pelec’h e prezegas gant ar memes nerz hac ar memes couraich Jesus-Christ hac e Aviel.

An Abostol bras-mâ, goude beza labouret evit conversion un infinite a dud, goude beza prezeguet ha plantet ar Feiz en un nombr bras a Garteriou eus ar Bed, goude beza sclereet an Ilis dre e Zoctrin ha dre e Scridou celestiel, a zeuas erfin d’e cimanti dre e goad, pehini a scuillas evit gloar Jesus-Christ.

Chetu amâ darn eus e Vaximou spirituel.

Ar guenta. Ar re a fell dezo beva santelamant e servich Jesus-Christ, a soufro persecution er bed-mâ.

An eil. N’hon eus digacet netra gueneomp pa zoump deut er bed ; certen eo ne gacimp ive nelra gueneomp pa sortiimp anezâ.

An drede. En em gountantomp da gaout peadra d’en em vaga ha d’en em visca.

Ar bevare. A re a glasq beza pinvidic a gouez facilamant e rouejou an Drouc-Speret.

Ar bempvet. An hini en em istim un dra bennâc, o veza dallet gant ar vanite, en em drompl e-unan, hac a ra da aznaout ne d’e netra.

Ar c’huec’hvet. Ra zeuy peb-unan da ober reflexion var ar pez a dremen en e interior, ha da examina an intantion en deus, hac ar fin en em bropos en e actionou.

Ar seizvet. En Eaust ne Zestumer nemet ar seurt id a ve bet hadet ; evelse an nep a ra actionou fall, ne gavo nemet corruption hac ar maro ; hac an nep a ra actionou mad a gavo ur vuez heb fin.