Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Guenver.
85
Sant Maquær.

santel, pere a veve en deserz ec’his Ælet, e sante e ene ravisset, hac e c’hoanteas o imita : Quer precius eo va ene, emezàn, evel hini an dud santel-ze : quer sourcius e tlèan beza eus va silvidiguez, evel-do : ha perac, gant ar sicour eus ar c’hraç, na heulien-me quet o exempl ? En ur ober ar reflexionou-se e quemeras ar resolution d’en em retira en ur solitud vras, e pelec’h e tremenas epad seiz vloaz an deiz hac an nos, casi-oll en Oræsoun, o caout evit oll bevanç lousou ha grisiou criz. Consideri a ree e gorf ec’his e vrassa adversour : ma c’horf maleürus, emezàn, a so a-unan gant an Temptator, mæs e gastia hac e zerc’hel quer just a rin na vezo muy nemeur e stad da rebelli, na da noasout din. Hac en effet oc’h en em santout un devez tourmantet gant an drouc-speret a impurete, en em strincas en ur plaç leun a guelien, pere na lesent repos ebet gantàn. Sortial a reas ac’hano quen dizhènvel ebet ma voa poan oc’h e aznaout.

E creiz ar binigennou vras-ze ne songe quet dezâ e ree netra c’hoas evit an Eê ; hac e voa quen humbl ma seblante dezâ beza leun a imperfectionou. Quemense a reas dezâ mont da gaout meur a Hermit santel evit profita eus o exemplou, ha disqui ganto an hent eus ar berfection.

O veza en em retiret goudese e Deserz a Lybii, e teuas un nombr bras a hermitet d’e gaout, evit en em lacât dindan e zirection. O receo a reas gant humilite, ha gant carantez ; hac en ur labourat evit e berfection propr, e labouras er memes amser da santifia ar re-all.

Jesus-Christ var ar Groas a oa ar sujet ordinal eus e veditationou ; biscoas den n’en devoa gallet lavaret gant muy a resoun evitàn ar c’homsou-mâ eus an Abostol Sant Paul : Staguet oun ous ar Groas gant Jesus-Christ ; beva a ràn gouscoude, non pas muy me va-unan, mæs Jesus-Christ eo a vev enon. Eus ar memes sourcen e teue e zevotion tener evit ar Verc’hes-Vary, e consideri a ree ordinal eharz troad ar Groas hac ar Vam a druez-ze a ree e oll gonsolation en e boaniou.