Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
29 Guenver.
Sant Frances de Saal.

ment admiret ennâ, ne voa quet cousgoude natural dezâ : rac cavet a voe ar vestl caledet ha rannet dre ar violanç hac ar gontraign en devoa græt dezâ-e-unan evit trec’hi ar goler, da behini e voa inclinet dre natur.

REFLEXION.

An douçder ne ell quet beza separet dious ar guir vertuz. Beza re vad a noas evit guir, pa vezer obliget da repren ha da gourrigea ar re a fazi ; mæs beza rust, colerus ha violant, ne servich peurvuya nemet da goassaat pe da revolti ar sperejou, eleac’h o distrei. Ne d’ê quet a dauliou mein nac a dauliou baz e teu ar Pastor da gaç d’ar guær an dànvad dianquet ; e zouguen a ra var e ziou-scoaz. An douçder a so bet caracter Sant Frances de Saal ; ha peguement a gonversionou n’en deus-èn quet graet ! Ma teufe ar Mistri da repren bepret gant madelez ar re a so dindanno ; ma teufe an Tadou ha Mamoü da gorrigea o Bugale gant douçder, pebes cenchamant ha pebes mad na refent-ii quet !



Ar tregontvet a viz Guenver.


SANTES MARTINA,
GUERC’HES HA MERZERES.


————


Santes Martina a voe ganet e Rom var dro cant vloaz goude donediguez hor Salver. He c’herent, distinguet dre o noblanç, a guemeras sourci d’e instrui santelamant ; ha seul-vuy ma cresque e oad, e cresque ivez ê furnez hac e devotion. Goude maro he zad hac he mam, petra bennâc ma voa c’hoas yaouanc, e distribuas an darn-vuya eus he madou d’ar beaurien, hac e tremene he amser retiret en he zy, er beden hac en oræsoun.

Ar barner eus a Rom o veza clevet penaus e voa cristenes, a gassas d’e avertissa d’en em bresanti dirazàn, evit renta resoun eus he Religion.

Ar Santes, leun a fizianç e Doue, en em rentas