Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
30 Guenver.
Santes Martina.


Na liquit quet quen neubeut ho fizianç en dud, rac alies n’o deus quet ar gallout d’o sicour, pe n’o deus quet ar volontez. Ar mignonet a vanq alies a fidelite, hac ar guerent a so interesset. Ar re vras ho recevo mad queit ha ma allot servichout dezo, hac hoc’h abandouno pa n’o devezo muy ezom ac’hanoc’h. Pa o deffe memes an dud cals a volontez-vad evidoc’h, ha capabl int-ii d’ho coarantissa eus ar maro, na da rei deoc’h ar barados er bed-all. Cousgoude e impligit un amser vras evit menagi mignonaich an dud ; peguement guell e implichec’h-u an amser-se evit miritout ar faver a Zoue ! En e-unan a ell ho sicour, pa zeui an oll grouadurien d’hoc’h abandouni ha da veza inutil deoc’h.

Na fiziet quet c’hoas enoc’h hoc’h-unan, ha na esperit quet gallout dre ho speret hac ho squiant, dont abenn eus ar pez a antreprenit ; na gontit quet memes var ho vertuz. Heb ar sicour a Zoue, e vancot quement a antreprenot ; heb ar sicour eus e c’hraç e viot trec’het gant pep seurt temptationou. Ho fautou tremenet a dle beza desquet deoc’h dre un experianç trist, peguer sempl ha peguer fragil oc’h.

Grit din, o va Doue, aznaout va sempladurez evit ma tisfiziin a-nezi ; mæs ive inspirit din ur fizianç vras en ho madelez, gant aoun na zisesperen eus va silvidiguez.



An unan-ha-tregont a viz Guenver.


SANT PER NOLASQ.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Languedoc, o veza c’hoas crouadur, en devoa quement a druez ous ar beaurien, ma vouele o velet o miser hac o faourentez ; hac evit e gonsoli e voa ret rei dezâ un alusen bennâc da gaç dezo. N’en devoa nemet pemzec vloaz pa varvas e dad. E vam pehini n’e devoa crouadur nemet-àn, e devoe c’hoant d’en dimizi, mæs discleria a reas dezi