Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
doctrin ar guir gristen.

guechal an diluch, pa na zonjo den ennan. En amzer an diluch ne oa occupet an dud nemet da zestum madou, da ober dimiziou ha d’en em divertissa : er memes tra a c’houarvezo da fin ar bed pehini a finvezo dre an tân, eme an abostol sant Per, evit rei plaç da ur firmamant nevez ha da un douar nevez e pe lec’h an dud eürus a raï o demeuranç [1] : Me a grouo, eme Zoue, dre c’hinou ar profet Isaï, ur firmamant nevez hac un douar nevez ê pe lech ar poaniou quenta a vezo ancounac’heet hac e pe lec’h e vezo ul levenez hac un eurusdcd eternel [2]. Mæs p’eur e tigoëo ar cenchamanchou burzudus-se ? Doue hepquen er goar.

VI. Cousgoude e vezo guelet certen sinalou pere a annonço deiz ar varn. Ar Scritur a lavar penos aroc an amzer diveza, an Aviel a vezo bet preseguet dre ar bed-oll, penos ar feiz a vezo dibaut etouez ar gristenien, ha penos e teui un den leun a fallagriez hanvet an Ante-Christ, pehini dre e zoctrin hac e fals miraclou a drompla un niver bras a dud : ar re a heuillo e zoctrin, a zougo e verq hac a bersecuto an dud-vâd en ur fæçon estranch ; mæs ar bersecution-ma ne bado quet pell ; Doue he berraï abalamour d’an dud just, hac a zigaço d’o zicour, ha da gonvertissa ar Yuzevien, Elias hac Henoc’h pere a zo disparisset eus a zivar an douar-ma, mæs pere ne dint quet maro hac a chom en ur plaç dizanavezet. An Ante-Christ o fersecuto, hac o lacaï da vervel, mæs Jesus-Christ er fin a lamo ive diganthan e vuez ha digant quement o devezo e heuillet. Goude an tri sin quenta-ma, e vezo guelet an dud oc’h en em zevel an eil a enep eguile ; beza e vezo brezel, famin, clênvejou ar re horrupla ; an douar

  1. [II. Pet. III, 12.]
  2. [Is. LXV, 17-18.]