tistrei eus ar re just, a lavaro dezo gant ur ær contant ha joaus : Deut, tud benniguet va Zad, possedit ar rouantelez a zo præparet deoc’h abaoue commançamant ar bed [1]… Beza goloet eus a venediction Doue, ô pebes bonor !… O caera ornamant ! possedi ur rouantelez, oh preciussa tenzor !… Rên eternelamant gant Jesus-Christ, gant ar zænt ha gant an ælez ! ô enor ! ô joa ! ô repos ! ô contantamant ! ô eurusded incomprenabl !!!
Me gred… Dre ar c’homzou-ma e reomp profession da gredi er Speret Santel, evel ma credomp en Tad hac er Mab, o veza ne reont o zri nemet ar memes Doue. Sant Paul erruet er guær a Ephês, a rancontras vardro daouzec disquib digant pere e c’houlennas ha recevet o devoa ar Speret Santel ? Mæs an dud-ma a respontas penos n’o devoa quet memes clevet e vize er [sic] Speret Santel. Pe seurt badiziant, eme an abostol, hoc’h eus-hu eta recevet ? [2] En a zo cals a gristenien pere a vilit ar memes rebech, o veza n’o deus quet ive un anoudeguez vras-avoalc’h eus ar Speret Santel.
I. Ar Speret Santel a zo an drede ferson eus Drindet ; ar memes Doue evel an Tad hac ar Mab, o veza m’en deus ar memes natur evelto, ar memes perfectionou hac ar memes divinite. An Tad oc’h en em anaout a anjandr e Vab ; an Tad hac ar Mab, oc’h en em garet dre ur garantez infinit, a brodu ar Speret Santel. An Tad, eme Vossuet, na ell quet beza ur moment hep en em