Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
quenta loden.

anaout, hac an anoudeguez-se a brodu ar Mab ; ar Mab hac an Tad ne allont quet ive beza ur moment hep en em garet, hac ar garantez-se a brodu ar Speret Santel : rac-se ar Speret Santel a zo a bep eternite evel an Tad hac ar Mab, ha guir Doue eveltho. Iit, eme hor Zalver d’e ebestel, instruit an oll nationou, badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [1]. Tri a zo, eme sant Ian, pere a rent testeni ebars en êe, an Tad, ar Verb hac ar Speret Santel [2]. Gloar, eme Ilis Jesus-Christ [3], ra vezo rentet d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Speret Santel !… Pa voue badezet hor Zalver gant sant Ian e rifier Jourden, ar Speret Santel a zisquennas dindân furm ur goulm var e ben [4] : var menez Thabor e c’happarissas dindân furm ur goabren [5], ha da zul ar Pantecost dindân ar furm a flammou-tân [6]. Ar furmou diffarant-ma a ro da anaout an effejou diffarant a brodu Speret-Doue. Deiz badiziant hor Zalver e c’happarissas evel ur goulm, evit disquez deomp peguement ez-omp caret ganthan ; ar goulm o veza an imach eus ar garantez. Var menez Thabor ec’happarissas evel ur goabren, evit desqui deomp penos e souten e Ilis hac an eneou santel : apparisset eo bet dindân ar furm a deodou-tân da zul ar Pantecost, abalamour ma’z-eo an tân divin pehini a dôm, a sclerra hac a burifi ar galon.

II. Ar Speret Santel o veza guir Doue, n’ez-eo quet santel evel ar grouadurien : ar re-ma ne dint santel nemet dre ma’z-int bet santifiet gant Speret Doue pehini a zo e-unan ar zourcen eus an oll zantelez. Evel-se n’en deus dour er rifierou nemet dre ma teu eus ar mor ; na sclerigen var an douar nemet dre ma tisquen eus an heol.

  1. [Matth. XXVIII, 19.]
  2. [I. Joan. V, 7.]
  3. [Da gompren eo : el liderezh.]
  4. [Cf. Matth. III, 13-17 ; Marc. I, 9-10 ; Luc. III, 31-32.]
  5. [Cf. Matth. XVII, 5 : Marc. IX, 7 ; Luc. IX, 34.]
  6. [Cf. Act. II, 1-4.]