dre behini e tremen, ar parq e pehini e labour, an ty e pehini ra he demeuranç : an ælez leun a respet en em destum en dro dezi evit adori ar mæstr pehini a ra o eurusded. Goal-eur eta a mil guech, goal-eur d’an ini a zispris un ene mâd, ha dreist pep tra d’an ini a deu d’e scandaliza ha da veza evity un occasion a bec’het : guelloc’h, eme Jesus-Christ, e vize dezan e vije bet staguet ur men milin ous e c’houzoug, ha bannet e goeled ar mor ! O Doue, pe seurt barnidiguez a recevo eta ar re a zo malurus avoalc’h, evit goapaat, disprisout, persecuti an dud devot pere a zo, non pas hepquen servicherien, mæs guir vignonet ha guir vugale an Autrou Doue !… Ar c’hraç a behini e parlantomp a zo hanvet habituel (habitans), abalamour ma cnom ha ma ra he demeuranç en eneou-mâd. Hanvet eo santifiant (sanctificans), abalamour ma purifi ha ma santifi anezo. Oll songesonou an den pehini a zo e graç Doue, e oll gomzou, e oll souffrançou hac e oll actionou, memes ar re disterra en apparanç evel ma’z-eo offr e labour, e bred, e repos da Zoue, rei un avis mâd, un alusen-vian, ur verennad dour d’ar paour, quemen-se oll a vezo recompancet bras en êe. Pebes tenzor a vadou spirituel a zestum en un deiz, en ur sizun, en ur bloas, epad e vuez an ini a vez e graç Doue ! eürus eta ar re a vev er stad eus ar c’hraç santifiant ! Beatus populus cujus est Dominus Deus ejus ! [1] Beillomp ha pedomp gant aon da goll un tenzor quer precius pehini a zougomp en ur vessel torus meurbed… Ar c’hraç-ma a recevomp er vadiziant, ha dre ar guir gontrition hac an absolven.
IV. Ar graçou actuel a zo ar zicourou a rece-
- ↑ [Ps. CXLIII, 15.]