Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
doctrin ar guir gristen.

vomp ilisou pe chapelou, a zo plaçou savet gant ar gristenien evit adori Doue hac enori ar zænt, evit goulen ar graçou a bere hon deus ezom, evit clêvet comzou Doue, ha receo ar zacramanchou : cetu perac ez int hanvet plaçou zantel, tyez an Autrou Doue, abalamour ma ra corporelamant e zemeuranç enno, o chom er sacramant adorabl eus an auter. Var dro tri c’hant vloas goude commançamant an Ilis, ar persecutionou quenta o veza tremenet, ar gristenien a zavas ilisou, evit en em assambli enno, evel a reomp brema : aroc n’en em assamblent, peurvuia nemet en nos, e tyez particulier evit celebri ar mysteriou divin ha clevet an instructionou. Ar guir Ilis a zo eta un assamble. Lavaret a reomp un assamble visibl : rac an Ilis, er Scritur a zo comparachet gant ur menez en dro da behini an oll a dle en em zestum, ha gant ur guær savet var ur plaç huel [1] : ar Speret Santel a lavar ive penos an esquibien a zo laqueet evit gouarn Ilis an Autrou Doue [2] ; hoguen quemen-ma oll, a zisquez, a-enep ar brotestantet, penos ar guir Ilis a zo visibl-meurbed ; rac guelet a eller ur menez hac ur guær huel, hac an esquibien ne allont na gouarn na sacramanti tud invisibl… Eus an dud fidel : rac oll vemprou ar guir Ilis a renonç, deiz o badiziant, d’an drouc-speret, bac a bromet fidelite da Jesus-Christ, dre zicour pehini e raint brezel, hed o buez, d’ar c’hic, d’ar bed ha da oll adversourien ho ene… Unisset dre ar memes feiz : dre’n oll broyou ez-eus christenien, hac ar re-ma oll a gred fermamant quement a gredomp-nî, da lavaret eo, quement-so revelet deomp gant Doue ha proposet deomp gant an Ilis da gredi.., Dre’r memes sa-

  1. [Cf. Hier., Comm. in Is., I, 2, 15 : Unde et super unum montium Christus fundat Ecclesiam ; ha lec’hioù all.]
  2. [Act. XX, 28.]