Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
doctrin ar guir gristen.

mâd, a dle beza aprouet ha digacet gant o escop.

II. An Ilis a zo evel ur vezen mysterius pehini e deus tri vranq principal pere a hanvomp an Ilis triomphant, an Ilis souffrant hac an Ilis militant ; an ilis triomphant a zo assamble eürus an dud just er barados ; an ilis souffrant eo ar purcator e pe lec’h an dud maro e graç Doue a beur-achu da satisfia d’e justiç ; hac an ilis militant eo ilis an douar, da lavaret eo, assamble visibl an dud fidel pere, dindan ar memes pastoret legitim, ne reont nemet ur memes corf a behini Jesus-Christ a zo ar chef invisibl hac ar pap ar chef visibl : hanvet eo militant, abalamour d’ar brezel hon deus da zouten a-enep adversourien hor zilvidiguez. An teir ilis-ma, pe, evit lavaret mâd, an tri branc-ma eus ar guir Ilis a zo unisset assamblez dre ar garantez. Ar guir Ilis o veza ar vezen a vuez, ar brancou troc’het hac ar brancou seac’h eo ar brancou a zo destinet d’an tân : an infidelet, an hæretiquet hac ar schismatiquet eo ar brancou fall-ma ; an infidelet, pe ar bayanet eo ar re n’o deus biscoas recevet ar vadiziant : an hæretiquet, ar re a nac’h un articl bennac eus ar feiz ; ar schismatiquet, ar re a refus en em zoumeti da autorite ar pap ; hoguen, an infidelite, an hæresi, ar schism eo a droc’h pe a rent seac’h ar brancou eus ar vezen a vuez penini eo Ilis Jesus-Christ ; hac evel na ell quet ar brancou douguen frouez ma na chomont quet stag ous ar vezen, evel-se ive an dud-ma oll ne allont ober netra evit ar vuez eternel. Rac-se, er meas eus ar guir Ilis, n’en deus silvidiguez-ebet : ar re, eme sant Augustin, ne dint quet memprou eus ar guir