nien-all. Pep-unan eus a vemprou ar c’horf a labour evit e gonservation ; an daoulagad a vel, an diou-scouarn a gleo, an daouarn a vani, an treid a vale evit ar c’horf e general, er memes tra, pep-unan eus a vemprou er guir Ilis a veill, a bed, a labour evit an Ilis universel, hac oll œuvrou pep-unan a zo profitabl d’an oll dud fidel, evel ma’z-eo profitabl ar boued da oll vemprou ar c’horf. Oll vemprou ar c’horf a zicour pourvei ar boued a receo an estomac, pehini, d’e dro, en distribu etre an oll vemprou, hervez ezom pep-unan ; ar memprou-bras a receo muioc’h eguet ar re vian ; evel-se ive Doue a zestum ar mâd a ra pep christen fidel hac en distribu etre an oll gristenien hervez dispositionou hac ezomou pep-ini. N’ho pezit quet avi, eme sant Augustin, eus an talanchou am eus recevet digant Doue, rac ar vâd a ran dreizo, azo profitabl evidoc’h evel evidon va-unan [1]. Oh peguer consolant eo ar virionez-ma ! pers am eus eta, ô va Doue, e labourou-bras ar vissionerien, e souffrançou ar verzerien hac e pedennou an oll dud just a zo var an douar couls hac en o œuvrou-mâd !
II. Communion ar zænt eo a unis assamblez an teir loden eus ar guir Ilis pere a hanvomp, an ilis triomphant pehini eo assamble an dud eürus en êe ; an ilis militant pehini eo assamble an dud fidel var an douar ; an ilis souffrant pehini eo assamble an eneou pere a souffr er purcator evit peurachui da satisfia da justiç Doue. An Ilis triomphant, da lavaret eo, ar zænt en êe, assuret eus o silvidiguez, en em interest evit ar re a zo c’hoas var ar mor rust ha dangerus eus ar bed : o c’honsideri a reont evel o breudeur hac ho c’hoarezet,
- ↑ […]