caout an heur d’ho meuli eno assamblez epad an eternite !!!
I. Ar c’homzou-ma a sinifi penos er guir Ilis e caver ar galloud da effaci quement pec’het so dre voyen ar sacramanchou. Pa oa hor Zalver Jesus-Christ var an douar e vize praesantet dezan a bep seurt tud clân da bere e rente ar yec’het; maes aroc o farea, e c’haccorde dezo ar pardon eus o fec’hejou ; ar pez a zisplije cals d’ar pharisianet pere ne gredent quet en devoa ar galloud da effaci ar pec’hejou. Piou eo an den-ma, emezo, evit credi en deus ar galloud da bardoni ar pec’hejou : quis est hic, qui etiam peccata dimittit ? [1] Doue hepquen a ell pardoni ar pec’hejou : nemo potest dimittere peccata, nisi solus Deus [2]. Mæs hor Zalver, evit disquez dezo en devoa ar galloud-se, ha dre eno memes e oa Doue, hervez ma en anzavent o-unan, a lavaras da ur paour-quez paralitic : savit, va mab, quemerit ho coële hac it d’ar guær ; ha querquent e savas hac e retornas d’e dy [3]. Ar Yuzevien o veza cavet ur c’hreg coupabl eus a ur pec’het ifam, he c’haçaç da gaout hor Zalver evit gallout e zurpren en e gomzou : goulen a rejont eta diganthan pe seurt punition a vilite ? Pe seurt punition, eme hor Zalver, a zo merquet el lezen ? Hervez al lezen, eme ar re-ma, e tle beza lazet a dauliou mein : mâd, eme hor Zalver ; ra zeuï eta an ini ac’hanoc’h n’en deus cometet pec’het-ebet da deuler ar mæn quenta ; hac o veza soublet e ben, e seblante scriva