Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
quenta loden.

ar c’horf en deus sicouret ober an aluzennou hac an oll œuvrou-mâd a zo bet græt ; ar c’horf en deus anduret an aon hac ar sec’het ; ar c’horf en deus suportet an dienez a bep tra, al labour, ar pinigennou calet, just eo eta en deffe pers ê gloar hac en eürusded an ene : er memes tra, corfou ar re fall o deus bet pers en o flijaduresou difennet: ar c’horf eo a zo bet contantet oc’h eva hac o tibri dreist voder, hac oc’h ober actionou-all difennet, just eo eta ive en deffe lod er poaniou hac en tourmanchou a andur hac a anduro an ene en ifern epad an eternite.

III. Mæs e pe fæçon e ressuscito ar c’horfou ? Sant Augustin [1] a respont penos corfou an oll dud, couls corfou ar re fall evel corfou ar re vad, a ressuscito difaut : evel-se, emezan, ar re a vezo bet re-lard pe re-dreud, a ressuscito en ur stad propr ha convenabl ; ar pez o devezo ar gozni hac ar c’hlênvejou distrujet er c’horf a vezo raparet dre’r galloud a Zoue ; livirit ar memes tra eus ar re o devezo bet un difformite bennac o tont, pe goude beza deut var an douar : ar memprou manquet pe estropiet a vezo raparet, evit ma chouisso an dud just, ha ma souffro ar bec’herien en oll memprou eus o c’horf, hervez ar mâd pe an drouc o devezo græt. Ar verzerien, a lavar c’hoas sant Augustin [2], a zougo var o chorf, evel Jesus-Christ, ar mercou eus o gouliou; mæs ar mercou-ma a vezo mercou enorabl hac a vezo caër ha squedus. An oll gorfou a ressuscito difaut, mæs un diffaranç absolu a vezo etre gorfou an dud just ha corfou ar bec’herien : ar c’horfou milliguet-ma a vezo pounner, vil, ha tênval evel ar fanq ; er c’hontrol, corfou an dud just a vezo da guenta

  1. [Cf. Aug., Enchir., XXXIII, 88 sqq., ha lec’hioù all.]
  2. [Cf. Aug., Civ. Dei, XXII, 20.]