I. Dre’n articl-ma e reomp profession da gredi penos, goude ar varn general, an dud just a vezo eternelamant eürus gant Doue er barados hac ar re gollet eternelamant maleürus gant an drouc sperejou en ifern. An ebestel o deus achuet ar Gredo dre’n articl-ma principalamant evit diou ræson : da guenta, evit disquez penos n’en deus na santelez, na remission d’ar pec’hejou nac ive silvidiguez na buez eternel-ebet emeas eus ar guir Ilis, ê pehini hon deus græt profession da gredi en unan eus an articlou diaguent ; d’an eil, evit ma teuje ar guel eus ar vuez hac eus an eurusded eternel-se, d’hor c’hourachi er poaniou hac en afflictionou eus ar vuez præsant. Evel-se, Moyses a lavare guechal o parlant ous ar bobl a Israel : plijet gant Doue, emezan, en deffe ar bobl-ma muioc’h a furnez hac e teuffe da zongeal alies en e finveziou diveza ! [1][2] ar zonch eus ar blaveziou eternel a zo bet ato præsant d’am speret, a lavare ar profet David [3]. Songit, eme ar Speret Santel, en o finveziou diveza, ha ne bec’hot jamæs [4].
II. Ar vuez eternel, eme Jesus-Christ, a vezo partach an dud just : ibunt justi in vitam æternam [5]. Epad ar vuez eürus-ma, eme sant Ian [6], ne vezo mui na poan, na spount, na glac’har : dorn an Autrou Doue a sec’ho an daëlou eus a zaoulagad e vugale, ha n’o devezo mui an disterra anquen… Eno, eme an abostol sant Paul [7], hon devezo an heur da chom eternelamant e compagnunez Jesus-Christ, e compagnunez an ælez hac