ar zænt. O pebes bonor ! pebes eürusded ! guelet Doue hac e bossedi da virviquen ! cetu aze, eme ar Speret Santel, recompanç caër ar zænt : hæc est merces sanctorum [1] ; guelet a raint Dope faç-ha-faç ; er guelet a raint veritablamant evel ma’z-eo ; infinimant mâd, infinimant carantezus, infinimant din da veza caret ; er possedi a raint, non pas hepquen ur pennadic amzer, mæs evit ur jamæs ; rên a raint gant Jesus-Christ, hac o rên henvel ous ini o mæstr, n’en devezo fin-ebet : receo a raint eus e zorn ur gurunen a behini ar privilach a zo an immortalite : santout a raint en o c’halon ur peoc’h ar brassa pehini ne vezo jamæs lamet digantho… Ia, eme Zoue, dre c’hinou unan eus e brofetet [2], me a grouo ur firmamant nevez hac un douar nevez e pe leac’h ne vezo mui nemet joa ha contantamant, hac e pe leac’h e vezo ancounac’heet ar poaniou quenta : va fobl en em rejouisso, ha me ive, eme Zoue, en em rejouisso o velet bonor hac eürusded va fobl… O Jerusalem, Jerusalem cœlestiel ! ô palæs caër ê pehini e rên va Doue, hac e pehini e tlean rên assamblez ganthan, peguen dudius eo ar pez a leverer ac’hanoc’h ! Gloriosa dicta sunt de te, civitas Dei ! [3]
III. Mæs ive peguer spontus eo ar pez a leverer eus a zemeuranç an dud collet ! ar re-ma, eme Jesus-Christ, o devezo evit partach un æternite a dourmant : ibunt hi in supplicium æternum [4]. Doue a guzo evit ar jamæs e visach diouto : abscondam faciem meam ab eis [5] ; hac a ellumo en e goler un tân quer poezus, quen a zevo betec goëled ar meneziou ar re huella, hep gallout cousgoude consumi an dud collet pere a vezo eternelamant en