Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
doctrin ar guir gristen.

dre an hent so merquet dezo : ar mor a zeblant beza a vechou var ar poent da zortial eus e blaç ha da c’holo an douar ; cousgoude, quentre ma touch oc’h ur roudennic grouan pehini a zo laqueet dezan evel da chausser, e cuëz eno e fulor : an douar ne vanq jamæs da zouguen a bep seurt frouez. En ur guer, hervez ar profet David, ar foultr, ar grizil, an erc’h, ar scorn, an avel , an tempest a zent-oll ous ar vouez a Zoue : ignis, grando, nix, glacies, spiritus procellarum quæ faciunt verbum ejus [1]… An den hepquen dre’r pec’het a deu da veza ur vezen fall, ur monstr etouez an traou crouet, o lavaret da Zoue ne zento quet outhan… Cousgoude, an Autrou Doue, evit er gounit, a repræsant dezan ar pez en deus græt evithan : me, eme Zoue, am eus ho tennet eus an Ægypt hac eus an ty a esclavach [2]… Ar c’homzou-ma a zêll ouzomp-nî muioc’h eguet eus ar Yuzevien, rac Doue en deus hon tennet eus a ur gaptivile cruelloc’h eguet ini Pharaon, da c’houzout eo eus a gaptivite an drouc-speret, dindan domination pehini e oamp ganet dre ar pec’het originel, ha græt en deus deomp tremen dre ar mor ruz eus a voad Jesus-Christ dre behini omp bet goalc’het, deiz hor badiziant : hon adoptet en deus evit e bobl hac e vugale, hon rentet en deus hæritourien eus ar guir douar a bromission a behini an douar prometet ne oa nemet ur squeud dister ; deomp eta eo e lavar ispicial : me am eus ho tennet eus a zouar an Ægypt hac eus an ty a esclavach, n’ho pezo quen Doue nemedon me.

Ar Yuzevien, goude beza clêvet an Autrou Doue o publia e lezen, a guezas præst en idola-

  1. [Ps. CXLVIII, 8.]
  2. [Ex. XIII, 3 hag 20 ; XX, 2… ha lec’hioù all.]