Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
eil loden.

triach, oc’h adori ul leue-aour pehini o devoa graet henvel ous an êgen Apis pehini a adoret en Ægypt : cals-bras, siouas ! a gristenien a deu ive, goude o badiziant, da zilezel lezen Doue da behini o devoa prometet fidelite, ha da sacrifia d’o fassionou, d’an ourgouil, d’an avarisded, d’al luxur, d’ar goler ha d’ar viçou-all pere a zo doueou ar bed, an doueou adoret ha servichet gant ar darn-vras eus an dud : immolaverunt diis et non Deo [1].

Doue a lavaras da Voyses en devoa casi c’hoant da zilezel ar Yuzevien ingrat ha da choas ur bobl-all fidelloc’h ha muioc’h anoudec [2] : allas ! ped guech n’ez-omp-nî quet bet martese var ar poënt da veza dilezet gant Doue abalamour d’hor pec’hejou ? Sellomp en dro deomp ha consideromp gant Spont Bro-Sauz ha cals-bras a vroyou-all pere o deus collet ar feiz e punition da grimou o habitantet ! Evit gallout pellaat diouzimp ar memes goal-eur, selaouomp ha miromp-mâd lezen Doue ; greomp anezi ar zujet ordinal eus hor meditationou hac ar reglen eus hor buez !!!


QUENTA GOURC’HEMEN.


Dominum Deum tuum adorabis et illi soli servies.
Adori ha tervicha a reot hepquen an Autrou ho Toue. S. Vaze, ch. 4, v. 10.

Petra eo adori Doue ? Adori a rêr Doue dre’r feiz, an esperanç, ar garantez hac ar vertus a religion.

I. Adori Doue a so renta dezan an enor hac ar respet dleet d’e vajeste souveren, o veza ma’z-eo hor c’hrouer hac hor mæstr, ha ma tepantomp

  1. [Cf. Deut. XXXII, 17 : Immolaverunt dæmoniis et non Deo, diis quos ignorabant.]
  2. [Gw. Deut. XXXI, 16-17.]