Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
doctrin ar guir gristen.

diouthan e pep fæçon… Adori a dleomp an Autrou Doue exterioramant hac interioramant, da lavaret eo, a gorf hac a speret. Doue en deus crouet an eil hac eguile ; pep-unan anezo a dle ive eta renta dezan e homach hac e zoumission, evel d’e væstr ha d’e grouer : evel-se ar roue David a gonvî ac’hanomp d’en em brosterni e præsanç Doue ha da zevel hon daoulagad varzu an êe [1]. Mâd a reomp ive, hac hon dever eo, pedi var hon daoulin, assista en ofiçou divin, hor pen disolo, chuntri hon daouarn hac en em humilia evel criminalet, evit goulen pardon eus hor pec’hejou, renta homach d’ar vajeste souveren a Zoue ha beza dilivret eus ar boan hon eus militet… Mæs ar zinou interior-ma ne dint quet ato necesser ; adori a ellomp Doue o songeal-ennan hac o sevel varzu-hac-ennan hor speret hac hor c’halon, rac o veza e-unan ur speret pur, e c’houlen ive beza adoret e speret hac e guirionez : in spiritu et veritate oportet adorare [2]… An adoration exterior hep homach ar speret hac ar galon a zisplich da Zoue. Naturelamant e songeomp en objet eus hor c’harantez : an den avaricius a zonch e madou an douar, an den ambitius en enoriou ar hed, an den lubric e plijaduresou e gorf ; caromp eta an Autrou Doue hac e cavimp æz occupi hor speret anezan, couls hac hor c’halon. Un den a gommerç a zonch casi continuelamant er pez a ell da goll pe da c’hounit ; merca a ra peguement a goust e varc’hadourez, ha peguement e c’hell er guerza, len a ra gant attantion, ar paperou a barlant eus ar c’hommerç, evit gallout avanç muioc’h-mui : nî ive a zo carguet gant hor Zalver da gommerci evit an êe :

  1. […]
  2. [Joan. IV, 24.]