un dra impossubl ; an ini a gar an danger a berisso ennan, eme hor Zalver [1]… Lavaromp eta a greiz hor c’halon gant ar profet : convertissit ac’hanon, ô va Doue, hac e vezin convertisset [2] ; saveteit ac’hanon, hac e vezin saveteet ! [3] Cuëza a reomp ac’hanomp hon-unan, mæs evit gallout sevel, e rencomp en em zicour hon-unan ha beza sicouret gant Doue… Red eo deomp en em zicour ; rac pec’hi a rêr c’hoas dre bræsomption o conta-re var an drugarez a Zoue : Doue a zo mâd, a leverer ; n’en deus quet crouet ac’hanon evit va c’holl ; abred avoalc’h e vezin d’en em gonvertissa divezatoc’h : ia, Doue a zo mâd ; mæs, abalamour ma’z-eo mâd, e fell deoc’h beza fall hoc’h-unan ? Abalamour ma hoc’h eus un tâd-mad, e fell deoc’h er squei hac ober goal-vuez dezan ? Pebes ingrateri eus ho pers ! N’en deus quet ho crouet evit ho coll ; mæs n’en deus quet ho crouet quen-nebeud evit ên offanci : ho crouet en deus evit en anaout, er c’haret, er zervicha hac evit gounit ar barados. En em gonvertissa a reot divezatoc’h : mæs perac non pas en em gonvertissa hirio ? Doue a bromet hirio deoc’h e chraç ; an amzer da zont ne dê quet deoc’h, eme sant Augustin [4] : an ini a vez dangerusamant blesset, en em hast da vont da bansi e c’houli, hac an ini a gleo crial ema an tân-goal en e di, en em hast d’en em denna a zanger ; na zifferit quet eta a zeiz da zeiz ho conversion, a lavar deoc’h ar Speret Santel [5].
2° Pec’hi a rêr c’hoas a-enep an esperanç, pa zizesperer beza pardonet, eguis Cain, goude beza lazet e vreur Abel ; rac, pa lavaras Doue dezan penos goad e vreur a grie en e enep varzu an êe,