Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
doctrin ar guir gristen.


Doue, goude beza ordrenet deomp er c’haret, a ordren ive deomp caret hon nessa pehini a zo, evel ma zomp hon-unan , al labour eus e zaouarn, ha destinet eveldomp, da veza eternelamant eürus ganthan en e c’hloar. An ini a gar, evel ma’z-eo dleet, Doue hac an nessa, a zo e guirionez templ beo ar Speret Santel, eme sant Augustin [1]. Caret, eme sant Bonavantur [2], a zo requeti vâd : pa garer eta ur re-bennac, e requeter vâd dezo : mæs ne deus nemet ur guir-vâd pehini eo Doue, ar mâd souveren hac eternel. Caret Doue a zo eta requeti Doue da Zoue, da lavaret eo, requeti ma vezo bepret ar pez ma’z-eo, infinimant parfet… En em garet hon-unan a zo requeti deomp hon-unan ar mâd souveren pehini eo Doue… Caret hon nessa a zo requeti Doue d’hon nessa, da la-varet eo, ar memes mâd souveren evel a requetomp deomp hon-unan. Ar garantez evidomp hon-unan hac evit hon nessa ne dê dreist-natur, nemet pa en em garomp ha pa garomp ar re-all abalamour da Zoue : dre exempl, caret a reomp hor yec’het, hor buez, yec’het ha buez hon nessa, non pas abalamour d’an douçter hon deus o veva hon-unan assamblez gant hon nessa ; mæs evit gallout meuli ha servicha Doue assamblez etrezomp, cetu a ze ar guir vertus a garantez Doue : mæs en em garet hon-unan evidomp hon-unan, hac hon nessa evit e galiteou-mâd, pe abalamour d’ar vâd a ra deomp hepquen, honnez a zo ur garantez-fall hac injurius da Zoue : ar Speret Santel e-unan en em glêm anezi, pa lavar : pep-ini en em glasq e-unan, ha den na glasq Jesus-Christ : omnes quæ sua sunt quærunt, non quæ Jesu-Christi [3].

  1. [Cf. Aug., Sermm. LXXI, LXXXII, XCIX, CLXI… ha kalz lec’hioù all (o venegiñ I. Cor. III, 16 ha I. Cor. VI, 19). ]
  2. [Bonav., In III° Sent., dist. 27, art. 1, q. 1.]
  3. [Phil. II, 21.]